Emvod ar Gelted en Oriant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.

Emvod ar Gelted en Oriant[1], pe Festival Interceltique de Lorient e galleg, berraet e FIL, zo ur sizhunvezh festoù gant sonerezh ha dañs dreist-holl, da hanter Eost, hag a vez aozet e kêr an Oriant abaoe 1971. Bodet e vez bagadoù ha lazoù eus an holl vroioù keltiek, eus Galiza hag Asturiez, hag a-wechoù e vez pedet arzourien eus Aostralia, Kanada, Louiziana... ouzhpenn.


Anv brezhonek[kemmañ]

  • Emvod ar Gelted eo an anv brezhonek hervez an aozadur, hag Emvod ar Gelted en Oriant evit an devezhioù gouel, met gallout a reer klevet ha lenn meur a anvadur all, en o zouez Gouelioù Etrekeltiek an Oriant hag a seblant bezañ an hini ledetañ.

2010[kemmañ]

Pedet e oa bet Luz Casal, met n'hallo ket dont.

  • 800 000 den a vije bet hervez ar rener, a lenner e ouest-France ar 16 a viz Eost 2010.

2012[kemmañ]

Aozet e vo ur genstrivadeg danevelloù gant ar FIL [2] . E galleg hepken avat, dasout ma'z eo bet sinet ar Garta Ya d'ar brezhoneg gantañ .

War ar seblant e vefe bet un tamm nebeutoc'h a dud en Oriant, e-pad ar festival etrekeltiek, pe e vefe da geñver an Nozvezhioù etrekeltiek pe vefe e straedoù kêr. — (Gouel etrekeltiek : Lidet eo bet Bro-Akadia, Ya!, niv. 375, Gwener 17 a viz Eost 2012, p. 1.)

Luc'hskeudennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Anv brezhoneg hervez an aozadur, gwelet al lec'hienn ofisiel [1].
  2. http://www.concoursaufildespages.com/le-reglement.cfm