Loeiz Roparz

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Loeiz Roparz, kelenner war ar galleg, al latin hag ar gresianeg, ganet e Poullaouen (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed) e 1921 ha marvet e Kemper d'an 3 a viz Du 2007, a zo bet unan eus an dud o deus renevezet an dañs hag ar c'han hengounel e Breizh adalek 1939.

[kemmañ] Buhez

Pa oa studier e Roazhon e komprenas pegen pinvidik eo sevenadur ar bobl brezhoneger a oa bet gouest sevel kanaouennoù kemplez o embregadurioù ha o jubennadurioù evit lakaat an dud da zañsal en e bastell-vro genidik e kreiz ar Menezioù Du. Ur wech anvet da gelenner e Skol Normal Kemper e talc'has da zeskiñ ar c'hanaouennoù-se hag an dañsou-tro (kavotennoù, pachpi) a ya ganto en ur c'horn-bro ha ne veze kalz a sonerien hengounel ennañ.
Dimeziñ a reas gant Marie-Thérèse Hénaff hag int o deus bet daou vab, Erwan ha Jeffig, o deus labouret gantañ evit lakaat sonerezh Breizh war-wel. E vreur Marsel a oe ur soner binioù bras anavezet mat hag sonjont asamblez, eñ o c'hoari bombard.

[kemmañ] Obererezhioù

E-pad ar vrezel-bed e veze diaesterioù bras gant tud ar Menezioù Du evit mont da gumunioù all da glask degouezhioù diduiñ ha diouzh ar skoilh-se e teuas un adlañs d'ar festoù-noz er c'harterioù-maez (bez ez eus un nebeut kêriadennoù en ur c'harter-maez) hag er bourc'hioù.
Ur c'haner hag un dañser dispar e teue da vezañ Loeiz Roparz er mare-se hag er bloavezhioù 1950 e teuas dezhañ ar mennozh kas ar seurt festoù eus ar maez da vourc'h Poullaouenn e-lec'h ma aozas ar fest-noz modern kentañ d'ar 26 a viz Kerzu 1954.
Harpet gant diorren ar c'helc'hioù keltiek en em astennas ar giz dañsal dañsoù hengounel d'ar c'hêrioù bras, e Kemper e 1957 (e-lec'h ma roe Loeiz Roparz kentelioù dañsal ha kanañ) ha pelloc'h e Brest ha Roazhon, embreget gant ar studierien a oa o tont eus ar maez peurvuiañ. Hiziv eo embregadur dañs Breizh un obererezh sevenet e Breizh a-bezh hag e degouezhioù zo, er bed a-bezh.

E 1947 ez eas da brezidant ar gKevrenn Glazik (Kevrenn C'hlazig pelloc'h), deuet da vezañ ar Bagad Kemper, unan eus ar bagadoù brudetoc'h Breizh hag ez eo bet e vab Erwan pennsoner ha penbiniaouer anezhañ. Tapet en deus ar bagad-se 16 titl kampion Breizh.
E 1950 e oe Loeiz Roparz unan eus diazezerien ar c'hevredad Kendalc'h ha gant Per-Jakez Helias ha Bernard de Parades e adroas ul lañs bras da Gouelioù Kerne o vezañ prezidant an aoadur bloavezioù-pad.
Savet en deus ar gevredigezh Al Leur Nevez, kevredet gant Emgleo Breiz, evit embregañ dañsoù ar menezioù, reiñ brud dezho ha kendalc'h gant ar brezhoneg poblek. Stajoù brezhoneg ha dañsoù a zo bet aozet e kreiz ar Poc'her dindan renerezh Loeiz Roparz.
Enebet en deus ouzh an adlodennañ er bloavezhioù 1970 ha savet kanaouennoù a-enep distruj ar c'hleuzioù. Gant teodoù flemmus zo e tapas al lesanv "Loulou la gavotte". Kolier Urzh an Erminig zo bet roet dezhañ e 1995.

[kemmañ] Oberenn lennegel ha sonerezhel

Embannet en deus dastumadoù kanaouennoù gant Emgleo Breiz ha meur a bladenn en deus enrollet gant Kelc'h keltiek Poullaouen dindan aozadur embannadurioù pladennoù Mouezh Breiz.
Kemer a reas perzh hag eñ ur c'homzer eus ar re flourañ e prientadur an hentenn vrezhonek dre gomz kentañ, an hini savet e 1964 gant an Doktor Jean Tricoire.

E yezhoù all