Radio Kerne

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Studio Radio Kerne (Ploneiz)

Ur Skingomz brezhonek eus Bro-Gerne eo Radio Kerne. Savet e oa e 1998.

Istor[kemmañ]

E 1994 e tibab un nebeut tud en em vodañ dre ma 'z int aet skuizh gant an diouer a vrezhoneg er servij publik. Sevel a reont raktres ur skingomz kevredigezhel e brezhoneg penn-da-benn. Loc'het e vo gant radio Kerne e 1998, gant ar frekañs 90.2 hepken. Staliet e oa ar skipailh tud a youl vat en ur burev e ti-kêr Ploneiz er pennkentañ. E 2007 ez eus meur a cheñchamant evit ar radio. Un trede frekañs a dapont (97.5) ha prestet e vez dezho ur savadur nevez, gant ur gwir studio labour, gant ti-kêr Ploneiz

Hiziv an deiz ez eus pemp implijad e Radio Kerne, 4 anezho a ra al lodenn komzet hag an hini all a ra war-dro an teknik hag ar sonerezh. Ha gallout a reer selaou ar radio war-eeun adalek o lec'hienn internet.

Aozadur[kemmañ]

  • Prezidant : Daniel Kernalegenn.

Emañ ar skinpeul e Ploneiz.

Chomlec'h : Radio Kerne, Ti an Dourigoù, 57 straed laeneg 29710 Ploneiz

Pellgomz : 02 98 91 05 00

Frekañsoù[kemmañ]

Teir frekañs a zo gant Radio Kerne :

Liammoù diavaez[kemmañ]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.