Aostria-Hungaria

Eus Wikipedia
Aostria-Hungaria
Österreichisch-ungarische Monarchie
Osztrák-Magyar Monarchia
Banniel Aostria-Hungaria (1869-1918)
Banniel Aostria-Hungaria (1869-1918)
Banniel sivil Ardamezioù
Kanoù broadel Volkshymne (Aostria)
Himnusz (Hungaria)
Unpennoù
Yezhoù ofisiel
Aostria Alamaneg, Italianeg, Kroateg, Poloneg, Roumaneg, Serbeg, Sloveneg, Tchekeg, Ukraineg
Hungaria Hungareg, Latin
Douaroniezh
Kêr-benn Wien
Gorread 680 887 km² (1907)
Poblañs 48 592 000 (1907)
Moneiz Kurunenn Aostrian (adalek 1892)

Aostria-Hungaria ([ɔsˌtriayŋga'riːa][1]) a oa kevredad an div Stad meneget en anv ar vro.

Anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (de) Die im Reichsrat vertretenen Königreiche und Länder und die Länder der heiligen ungarischen Stephanskrone : "Ar rouantelezhioù hag ar broioù leuriadet e Kuzul an Impalaeriezh ha broioù Kurunenn Santel hungariat Sant Stefan".
  • (hu) A birodalmi tanácsban képviselt királyságok és országok és a magyar szent korona országai "Ar rouantelezhioù hag ar broioù leuriadet e Kuzul an Impalaeriezh e broioù ar Gurunenn Santel hungariat".

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806-1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918, ar bloaz ma voe dispennet ar c'hevredad pa voe dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl Iañ Habsbourg-Loren. Diazezet e voe meur a Stad war e dachenn : Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Doskaret e voe lod rannvroioù a oa e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver ha dregantad a yezherien er boblañs a-bezh e 1910[2]
Yezh
Niver a yezherien
Dregantad
Alamaneg 12 006 521 23,36
Hungareg 10 056 315 19,57
Tchekeg 6 442 133 12,54
Poloneg 4 976 804 9,68
Serbeg ha kroateg 4 380 891 8,52
Ukraineg 3 997 831 7,78
Roumaneg 3 224 147 6,27
Slovakeg 1 967 970 3,83
Sloveneg 1 255 620 2,44
Italianeg 768 422 1,50
Yezhoù all 2 313 569 4,51
Hollad 51 390 223 100,00

Roll broioù Aostria-Hungaria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Broioù Aostria-Hungaria e 1907

Broioù Cisleithania (Aostria)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Broioù Transleithania (Hungaria)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro dindan melestradurezh voutin Aostria hag Hungaria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]