Jules Gros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Jules Gros (Jul ar Groz hervez an doare brezhonek) ’zo ur yezhoniour breizhat, ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1890 e Pariz, ha marvet e Lannuon d'ar 25 a viz Kerzu 1992.

Jul ar Gros, yezhoniour, dastumer ha kantvloaziad[kemmañ]

Jules Gros er gêr
Yezh e galon[kemmañ]

E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hep mar, ar vro nemeti o vezañ bet savet kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da wareziñ o yezh. Gellout a reer e-mod-se soñjal en un toullad a rimadellerien hag a gonterien gozh evel Ian ar Gwenn (1774-1849) eus Priel pe c'hoazh Ian ar Minous (1827-1892) eus Pleuveur-Gaoter, o vezañ ar re vrudetañ. Bet disoñjet un tamm daoust d'e labour veur, e voe Guillaume Ricou (1778-1828) eus Tremael ur c'haner a-feson hag a droas fablennoù Esope ha Phèdre. E vab-bihan, Guillaume Le Coat (1845-1914) a droas kement-se ar Bibl en brezhoneg. Arabat eo ivez ankounac'haat Fañch an Uhel (1821-1895) eus Plouared ha Frañsez Vallée (1860-1949) eus Plounevez-Moedeg, daou zen desket-meurbet, bet gouestlet gante o buhez da sevenadur Breizh, en ur zifenn ha skediñ ar brezhoneg dre holl. D'o heul ec'h arruas Jul Marcel ar Gros, ur paotr yaouank, hag a vevo kozh, dedennet-kaer gant ar yezhoù kement ha mennet-mat da studiañ ha da dreuzkas yezh e vro.

Ganet eo Jul Marcel ar Gros e Pariz d'an 2 a viz C'Hwevrer 1890. Er gêrbenn eo, ez eo aet e dud da glask labour, evel darn vrasañ ar Vretoned. E dad, François, a laboure e-giz dreser eurieroù e-ti un horolajer. E vamm, Françoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goañv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hañv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, hag a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom en Tredrez, en Bro-Dreger. Ganti eo e voe desavet ar paotrig a Jul Gros betek e 7 vloaz.

Anavezet ha plijet e veze Michela er barroz a-bezh. Prest e oa-hi da reiñ un taol-sikour d'an neb a c'houle dalc'hmat, hag hi paour-du. Barrek e oa gant he dorn, en ur fardañ bara pe kement meuz all, kement ha gant he fenn, o kontañ istorioù pe o tibunañ gwerzioù ha kanouennoù ar vro e-kerzh ar beilhadegoù. Pedet e veze alies-mat evit ober war-dro euredoù, badeziantoù pe lidoù a bep seurt. Goude ar brezel bras e voe pedet peurliesañ evit lavarout ar pedennoù d'ar familhoù. En ur seveniñ ur pirc'hirinaj, ez ae d'ober tro ar vro da bediñ en holl lec'hioù sakr. Degas a rae en-dro ganti an dour burzhudus, goulennet gant an dud, da lakaat ar c'hañv e-pleustr. Bep gwener, pa veze-hi oc'h ober tro ar menajoù da sikour ma oa ezhomm, e veze roet dezhi gwech-ha-gwech all un tamm boued da vagañ he Jul bihan. Mont a rae ivez d'ar park da labourat evel ar baotred : dav e oa dezhi labourat start a-benn treuzvevañ, ha reiñ ur vuhez dous a-walc'h d'e vabig. Mod all, e-pad ar goañv, e neze ar gloan pe al lin da aozañ dilhad da vezañ gwerzhet goude. E-keit-se e tibune an eil war-lerc'h egile kanoù poblek, gwerzioù ha sonioù, ar re a veze eztaolet ganti e-pad ar beilhadegoù e-ti an amezeien. En he c'hichen e vane Jul dalc'hmat. Ne oa ket klemmganoù hir Markiz ar Guerrand, Yann ar paotrig mat, Santez-Jenovefa pe c'hoazh hini Roue Brest hag ar Briñsez he bronn aour evit echuiñ. Daoust ma veze alies Jul marv gant ar skuizhder e stourme evit selaou c'hoazh ur wech an tonioù hag an istorioù-se ken brav ma oant.

Oadet a seizh bloaz hanter e tistroas Jul da Bariz. Menel a reas eno e-pad daou vloavezh nemetken kent dont en-dro da Vreizh gant e vamm. Siwazh en devoa ar paotr bihan kollet ul lodenn vat eus e vrezhoneg, dre ma n'en devoa ket bet tro da bleustriñ tamm ebet, gant e dud. Daoust ma talc'he da gompren ar gerioù e teue poan dezhañ da gaozeal. Erruet en Tredrez e chomas sac'het d'ur goulenn savet outañ gant e vamm-gozh. Ne oa ket hemañ evit kompren abalamour da betra e chome-hi mut gant ar souezh hag an dispi. A-benn ar fin e teuas a-benn ar vaouez kozh da lavarout he soñj kent dirollañ da c'harmat. Frommañ a reas kement-mañ ar Julig da vat. Ranngalonet, e tivizas-eñ gouestlañ e vuhez-pad da virout yezh e vro en enor d'e v/Michela. En em staliañ a reas he mamm e Lokmikael-an-traezh e-lec'h m'he deus kavet ul labour a gouezierez hag a geginerez en ostaleri Bellevue. Er barroz nevez-se e heulie Jul kentelioù an Aotroù Basile (e verc'h hag a vo gwreg Jul) hag a gasas anezhañ betek ar sertifikad-studi, tremenet pa oa-eñ 11 vloaz, e 1901. D'ar mare-se e tivizas e vamm da vont en-dro d'ar gêrbenn. N'eo ket evit-se e paouezas ar paotrig gant ar skol, menel a reas eno betek e drizek vloaz. Goude-se, e voe kaset da labourat er menajoù e-giz paotr-saout.

Dizoloadenn al Lizhiri breizhat[kemmañ]

D'ar mare-se eo e kejas Jul Gros gant Marie Coadalan, ur gamaladez kozh da v/Michela. «Ur gaoz plijus a oa ha plijus e oa kaozeal ganti» a lavare-eñ. Un intañvez pinvidik a oa honnezh, ar pezh a roe tro dezhi da lenn kalz ha da gaout un toullad mat a levrioù. Bet desket ganti lenn al latin hag ar brezhoneg e leandi Plouilio, e teue da welet Michela ha Jul da lenn dezhe Kroaz ar Vretoned, lodenn vrezhonek La Croix des Côtes-du-Nord, kaset da benn gant Frañsez Vallée. Yves-Marie Durand, person Tredrez, a zeskas dezhañ diazezoù ar brezhoneg lennegel en ul lakaat anezhañ da lenn ar c'hazetennoù. Bras eo e levezon war Jul ar Gros ; e gendrec'hiñ a ra da zerc'hel gant e studioù. Bez' ez eo e dud savet a-du gant ar beleg-se kement ha ma tivizont lakaat o mab da zont da Bariz da heuliañ kentelioù Turgot. Hag-eñ o a-baouez treuziñ dorioù ar skol e veze sellet outañ gant daoulagad dispourbellet, e-giz ma vije bet ur pezh kurius. Graet e voe bet goap outañ gant ar skolaer, a-zivoud e orinoù. Krediñ a reas hopal d'ur mignon dezhañ : «Tu vois le p'tit là-bas dans l'coin, il vient du fin fond des Côtes-du-Nord!». Ne voe ket kement-se evit digalonekaat an tregeriad birvidik ma oa, dre ma teuas brav gantañ da c'houde, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù estren. Lakaat a reas ar berzh-se war gont an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Fier-ruz ha laouen e voe e dad evitañ, dre ma soñje e oa ar saozneg ur yezh evit an dazont.

Oadet a bemzek vloaz e tremenas Jul e vreved hag ur bloaz war-lerc'h e krogas da c'hounez e vuhez gant micherioù bihan : paotr-spisiour e Suresnes, kourcher er stal-levrioù Beauchêne hent Roazhon, sekretour e-ti Michelin, bali Péreire. Ne voe kement-se evit derc'hel warnañ da genderc'hel gant e studioù. Kavout a reas evel-henn ar gevredigezh «La Bretagne» pa oa o klask war-lerc'h kentelioù-noz. An aozadur-se, staliet tro-dro da iliz Itron-Varia ar Maezioù, bali Montparnasse, a sikoure ar Vretoned nevez-arruet er gêrbenn da gavout lojeiz ha labour. Roet e veze en tu-hont da-se kentelioù evit an dud gour. En em enskrivañ a reas neuze Jul d'ar c'hentelioù yezhoù keltiek, kaset da benn gant ar beleg Kamenen, e-keit ma talc'he da vont gant e studioù war ar saozneg hag ar c'hastilhaneg. Aze an hini eo e voe kreñvaet e soñjoù a-ziwar Breizh hag ar brezhoneg.

Ober a reas anaoudegezh gant ur studier war ar medisinerezh, Pol Diverres, troet war studi ar brezhoneg gant an tregeriad Yves Berthou. Hemañ an hini eo hag a lakaas anezhañ da zizoloiñ ar Barzaz Breiz hag a gasas anezhañ war-zu ar vroadelouriezh breizhat hag ar larjezeriezh, en ur reiñ dezhañ da lenn levrioù Jean Le Fustec, al larjez Lemenig. Kejañ a reas ivez, e-touesk reoù all, gant Eugène Le Clerc, hag a roas tro dezhañ da lenn oberennoù breizhat all, evel Yezhadurezh rannyezh Landreger, bet skrivet gant e vreur Louis. Maget e voe da c'houde gant lennadennoù brezhonek all dre skouerennoù Kroaz ar Vretoned, a oa posupl dezhañ kavout e sez ar gevredigezh. Adskrivañ a reas, gant aked kanaouennoù brogarour, kembraek, skosek, iwerzhonek ha skrivañ a reas eñ e-unan un nebeut gwerzennoù en enor da v/Breizh. Gwech-ha-gwech all ez ae da brenañ ul levr pe zaou e stal-levrioù brezhonek Marcel Dault, hent ar Val de Grâce. Ar marc'hadour-levrioù brokus, plijet bras o welet un den yaouank ken dedennet gant ar sevenadur keltiek, a alias anezhañ da genderc'hel gant e hent en ur reiñ dezhañ ul levr bennak ur wech an amzer d'e vroudañ. Ar c'hoant da c'houzout muioc'h atav a lakaas Jul da vont da ruzañ e dreid war ar marc'hadoù levrioù kozh e-lec'h ma kavas oberennoù a-feson ha frouezhus evit e breder.

Mare ar beajoù[kemmañ]

D'ar mare-se eo e adkavas ur mignon kozh dezhañ, bet anavezet e Lokmikael-an-Traezh, anvet André Bouget, mekanikour kirri-tan, entanet gant ar yezhoù eveltañ. Bep sul ez aent da vale o-daou asambles en ur gaozeal brezhoneg ha saozneg, un doare evite da virout ur c'hempouez etre strivoù korfel ha speredel. Koulskoude, ne oant ket, nag unan nag egile, divoneerien daonet. Deskiñ a reas André e kinnige an embregerezh Unic, e Londrez, postoù-labour hag-eñ nijet kuit ken buan all en-tu all d'ar mor Breizh. Jul, o vezañ berr war an arc'hant, a reas kement-all met goude un maread amzer hir a-walc'h hepken. Goude bezañ bet esperniet trawalc'h a arc'hant e kejas gant e gomper en-dro e miz Gouere 1908. A-drugarez d'e skiant-prenet war ar yezhoù e kavas ul labour en embregerezh La Personne, hag, evel en Pariz, e talc'has da vont gant hent ar studioù evel e vignon André : goude e zevezh-labour e heulie kentelioù alamaneg ha kastilhaneg, met ivez kembraeg hag iwerzhoneg kaset da benn gant ar barzh Goronwy Owen ; deskiñ a reas ar stenografiezh hag ar c'hizellañ gant staen.

Aze eo e tarempredas gant ar c'hembread Ithel Morgan hag a zeuas buan-tre da vezañ ur mignon bras dezhañ. Gantañ eo e eskemmas e-pad pell e kembraeg. Ithel a zeskas ouzhpenn-se dezhañ, un toullad gerioù tzigan. Gant e c'hoant da peurglokaat e anaoudegezh war ar bed keltiek, e sevenas gant e gamalad André, ur veaj hep penn na revr betek Bro-Gembre. Sabatuet kement ha frommet e voe an dud o klevet an daou baotr yaouank o komz fraezh yezh o bro. E Bro-Saoz e oa c'hoazh pa resevas ul lizher a-berzh Eugène Le Clerc d'e gelaouiñ ec'h arruio e vreur, an abad Louis Le Clerc, e Londrez un nebeud devezhioù goude. Degemer a reas Jul ar visi-se da gejañ gant ur breizhad desket gant joa. En em adkavout a reas evel-henn e-kreizig kreiz un dousad brezhonegerien o koaniañ. An dezrevellad a zo bet embannet e-barzh Ma beaj e Londrez gant Louis Le Clerc a ziskouez mat pegen mennet e oa an tregeriad yaouank ha penaos en devoa-eñ lakaet an arvesterien dindan e gazel.

Ne oa ket daoust da-se an daou lampon evit chom en Londrez : e dibenn ar bloavezh 1909, ez eas kuit André da Vro-Alamagn hag e kavas ul labour e-giz mekanikour kirri-tan e Berlin. En ur sellet ouzh ar roll-niverennoù pellgomz e voe desachet e evezh gant anv ur skol troet war ar yezhoù, die Bihan Schule, hent Nollendorf. Deskiñ a reas e oa renet gant ur Breizhad genidik eus Moelan hag euredet d'un alamanez. Ar Bihan-se a oa da gentañ bet skolaer bugale ar Priñs Murat e Moskova ha neuze kazetenner evit Le Matin e Pariz ha rener Skol Berlitz. Marc'hata a reas André evit kavout ur post a gelenner war ar saozneg da Jul ha setu an daou vignon bras advodet. Padout a reas ar veaj e-penn all ar stêr Rhin ouzphenn daou vloaz. Amañ c'hoazh, ne voe ket kollet un eilenn gant Jul. Diouzh noz e kelenne ar galleg da deir poloniadez yaouank. Int-i a zesko dezhañ ar poloneg, un tu evitañ da binvidikaat e ouiziegezh yezhoniel kent kuitaat Bro-Alamagn e miz Gwengolo 1911. Rediet e voe dezhañ distreiñ da Vro-C'hall, galvet e oa bet d'ober e servij soudard. Kent doujañ ouzh e zever a geodedour sentus, e tivizas da vont d'ober un tamm tro etrezek Tredrez. D'ar mare-se eo e krogas da notenniñ war garnedoù bihan ul lodenn eus sonioù ha gwerzioù kanet gant e vamm-gozh. D'ar c'hentañ a viz Here 1911 e voe enrollet ar soudard Jul e Belford e-giz troadeg ar 35vet rejimant. Soñj a zeue dezhañ eus e adjudant o c'haial : « Ne regardez pas par terre comme si vos parents étaient noyés. Regardez en haut des arbres comme s'ils étaient pendus. Voyez, moi simple labourateur, je suis devenu adjudant par ma bonne conduite, ma force de caractère et mon patriotisme». Eñvoret-mat ar gentel-se gantañ a-dra-sur, e voe lakaet da gorporal 6 miz goude.

Diouzh an noz e vire ouzh e gorf da lartaat betek re en ur strivañ gant an embregerezh-korf hag ouzh e benn da skañvaat en ul lenn aketus. Breton nemetañ e oa en ur rejimant o vodañ tud eus Reter ar vro hag Arverniz dreist-holl. Nebeut a c'halleg a veze distripet gant an darn vrasañ dioute, met kejañ a reas, evit e holl blijadur, gant ur soudard bet savet en Singapoura. Gantañ e voe neuze posupl da Jul kaozeal saozneg. Bet kaset d'an ospital un nebeudig amzer goude abalamour d'ar ruzell tapet gantañ, e reas-eñ anaoudegezh gant ur skolaer hag a zeskas dezhañ an esperanteg... A-drugarez d'ur c'hoñje e voe bet tro gantañ da gemer perzh er Gorsedd, d'ar 6 a viz Eost 1912, en Lokronan. Anvet larjez, e sebezas an holl dud o pignat war ur garreg sakr, ar gazeg vaen, evit dibunañ ur brezegennig en brezhoneg skoaz-ouzh-skoaz gant Yves Berthou.

Teñzor ar brezhoneg komzet[kemmañ]

Bep tro ma teue Jul ar Gros da Vreizh e lakae war baper an holl droioù-lavar divoutin a gleve gant e vamm-gozh. A-zoug-kamm e teue-eñ da vezañ emskiant eus pouez ha dibarelezh brezhoneg ar re gozh da geñver hini ar re yaouank. Un engroez a benngerioù hag a grennlavarioù, eskemmet ha miret gwechall-gozh a-drugarez d'an hengounioù dre gomz, a oa o vont da get. Bez' e oa levezon ar galleg brasoc'h-brasañ war ar remziadoù nevez. Dont a rae ar c'hoant treuzkas ha gouarn ar yezh glan ha bev da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ evitañ. Ken mallus e oa hervezañ e krogas Jul raktal gant ul labour start ha hir da saveteiñ yezh ha gizioù e vro c'henidik. E hunvre a skrivagner brezhonek a gadarnae kement-mañ ivez. Ur c'harnedig hag ur bluenn en e c'hodell dalc'hmat, e sevenas-eñ gwrizioù e raktres bras-meurbet, e oberenn Trésor du breton parlé.

Pa voe bet achu gant e servij soudard, e teuas ar c'hoant dezhañ da vont da gelenner war ar brezhoneg. An arc'hant esperniet e Bro-Saoz hag e Bro-Alamagn a roas tro dezhañ d'en em enskrivañ e skol-veur al Lizhiri en Roazhon e-lec'h ma kejo gant Fañch Gourvil, studier eveltañ er rann keltiek. Entanet-kaer e voe gant ar c'hentelioù lennegezh kaset da benn gant Anatole Ar Braz. Hemañ a dostaas ouzh an daou vrezhoneger yaouank hag a bedas anezhe da vont d'ar sul da zizoloiñ war-varc'h-houarn Koad-meur Brekelien, lec'h emgann Sant-Aubin-ar-C'hormier, pe c'hoazh annez Kastellbriand, en Combourg.

D'an hevelep mare e reas Jul anaoudegezh gant Frañsez Vallée, hag a c'houlennas gantañ da genlabourat evit e gazetenn-galon, hini e lennadennoù brezhonek kentañ, Kroaz ar Vretoned. An hini hag a veze graet «Beneadad breton» dioutañ, a roas alioù fur dezhañ : en em virout ouzh ar gwin, ar butun hag ar merc'hed! Ne oa ket Jul evit lavarout m'en devoa heuliet kement-se met ar pezh a oa sur, n'en devoa butunet morse. Kerkoulz lavarout e oa mennet kaer ar paotr yaouank da gemer perzh er gazetenn, kizhidik ma oa da c'houlenn ar skrivagner doujet-se. Evel-henn e skrivas Jul pennadoù en brezhoneg e-pad ar brezel. E-dibenn e vloavezh-studi, bet e ziplom gantañ, e tistroas da Dredrez evit tremen an hañvezh e-ti e vamm-gozh, da zerc'hel gant e zastumadennoù. Ul laziadig amzer kent en devoa Yves Berthou degaset dezhañ ur skouerenn eus e oberenn Lemenig Skouer ar Varzed. En e lizher-trugarekaat e ro Jul da gompren e feiz er brezhoneg hag e c'hoant da vont dre ar maezioù a-benn gwerzhañ levrioù brezhonek, moulet e-ti Lajat en Montroulez : « Pobl Breizh izel», a skrivas-eñ, «n'eo ket kousket ha ma lavar darn hag ar brezhoneg a zo gwriziennet start en o zouez. Ma 'z int morgousket, an disterañ ger a stok ruz ouzh o c'halonoù a zihun anezhe prim. Pa vo echu ar skol amañ (diwezh Mezheven) ec'h on e sell da vont da werzhañ levrioù brezhonek war ar maez, peogwir e chomin e Breizh ken a vo bet Gorsedd Lannuon. Goude ec'h in da Vro-Saoz». Ma ne oa ket Jul ar Gros ur broadelour breizhat daonet, en deus bet gouestlet evel-henn e vuhez-pad da saveteiñ ar yezh en ur skediñ anezhi en-dro d'an dud o devoa he dilezet a-hed an amzer.

Ar brezel bras (1914-1918) : troadeg ha jubennour da c'houde[kemmañ]

En hañvezh 1914 e tokas ar c'hloc'h ; engalvet e oa bet Jul, oadet a 24 bloaz, d'an 3 a viz Eost, er 41vet rejimant en Roazhon ha kaset d'an dalbenn war-eeun, en Ardennez (08). Perzh e kemeras e emgannoù Charleroi ha Neuville-Vitasse e-lec'h ma voe lazhadegaet e rabastaolad : war 3400 den beure an argad, ne vane nemet 720 dioute diouzh an noz. Bez' e oa Jul en o zouez. Planedenn vat a oa bet gantañ, hervezañ, a-drugarez da sell gwarant Santez Anna-Wened, hag he devoa e heñchet, hep mar : «En em gavet e oamp», a skrive-eñ, «en kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan.»

«Adalek ar mare-se e oan en em lakaet da vat da bediñ. Ur wech all c'hoazh, e Verdun, e oan bet savetaet evel dre vurzhud : kouezhañ a reas un obuz daou vetrad diouzhin hep tarzhañ. A-viskoazh on en em santet gwarezet. Sant-Erwan a oa ma sant karetañ, hag a voe bet person Tredrez eus 1284 da 1292. Pa 'm boa un dra bennak da c'houlenn eo outañ e saven kement-mañ. N'en devoa bet nac'het tra din morse.» Ne voe ket an eurvad-se evit derc'hel d'e wareziñ pa voe gloazet d'e gilpenn en 1915. Kaset da ospital Avranches e reas anaoudegezh gant un tennataer tunizian. Sorc'hennet gant ar yezhoù estren evel ma oa e krogas da zeskiñ kement-se arabeg gant e gavandad reuzeudik. Un nebeut amzer goude e voe pellaet diouzh an dalbenn abalamour d'ur c'hleñved-skouarn. Spletiñ a reas neuze evit distreiñ da Dredrez da genderc'hel gant e zastumadeg troioù-lavar en brezhoneg. Ur wech distro en Argon e tremenas un arnodenn e-lec'h ma voe dalc'het kont eus e varregezhioù war an alamaneg hag ar poloneg. Ha setu-eñ deuet da vezañ jubennour. A-drugarez d'e gefridi nevez, ne voe ket ar Jul yaouank war an dalbenn ken hag, e-dibenn ar brezel, e teuas ar soñj dezhañ e oa kentoc'h ar gouiziegezhioù yezhoniel hag o devoa e savetaet.

Ur wech disklêriet an arsav-brezel e kavas ul labour e-ti ur feurmer bigi, hent Volney, en Pariz. Adkavout a reas e vignoned eus ar gevredigezh La Bretagne kement ma 'z ae bep sadorn da gaozeal gant Pol Diverres. Bez' e oant o-daou troet da sot gant al lennegezh kembraek. Rannañ a reas Jul e skiant-prenet, bet tapet gantañ en tu all d'ar Mor Breizh. Pol, eus e du, a lakaas Jul da vont-te e bod-skrivañ Buhez Breiz, kelaouenn viziek a studiadennoù evit difenn an interesoù broadel, lennegel, ekonomikel hag arzel Breizh, kaset da benn gant Pierre Mocaër ha Joseph Ollivier. Enni e roio Jul da lenn e eñvorennoù-brezel : Dek devez e Verdun. Pol an hini eo adarre hag e lakaas da gejañ gant Gavan Duffy, dileuriad en Pariz Gouarnamant dilennet Republik Iwerzhon. Hemañ a c'houlennas gantañ treiñ e galleg ul levr eus Erskine Childers (1870-1922) war ar sponterezh milourel saoz en Iwerzhon. D'e dro e roas Jul hoal dezhañ da eskemm, en un atersadenn hir, a-zivoud al luskad Sinnfeinour hag a vo embannet er gazetenn rannvroelour Mouez ar Vro renet ha pennskrivet e Montroulez gant e vignon Francis Gourvil. Skrivañ a reas Jul pennadoù all er gazetenn sizhunvezhiek-se, en o zouez un heuliad e brezhoneg : War-sao Bretoned! .

E miz Gwengolo 1920 e euredas Marie Basile, merc'h e skoaler eus Lokmikael-an-Traezh : ar plac'hig a veze o c'hoari gantañ pa oa hemañ en e vragoù bihan c'hoazh a zeuas da vezañ e zousig betek fin e vuhez. Anatole ar Braz a voe e dest ha Francis Gourvil e gasour. Bez' e reas Anatole ur brezegenn eus ar re vravañ en ur veuliñ barregezhioù e skoliad kozh o kas da benn meuleudigezh ar brezhoneg hag ar mennozhioù breton. Reiñ a reas daoust da-se da gompren eo ret diwall ouzh ar Vretoned hag a vefe techet da vont war-zu an dizalc'hiezh ha d'en em zistagañ diouzh ar galleg.

Un dastumer na skuishaer ket[kemmañ]

En em staliañ a reas an dud nevez e Versaillez (78). Kavout a reas kement-se Jul ul labour e-giz penn-kenwerzher an ti-livañ Kabiline. Bez' e voe o amezeien repuidi a-vro-Rusia. Ar gwaz, bet skolaer, a-du gant Kerinski, a zo kazetenner evit La Russie opprimée. Dont a rae ar c'houplad da bakañ ur banne e-ti Jul ur wech ar sizhun. Gantañ eo e teskas an tregeriad ar rusianeg. Un tu dezhañ da ledanaat c'hoazh ouzhpenn e skiant-prenet war ar yezhoù! Bep hañvezh, e tistroe Jul d'e vro hag e kroge en-dro gant e zastumadennoù. Siwazh e oa marvet e vamm-gozh e 1921. Met ne oa ket an eien evit bezañ hesk kement-se, a-drugarez da labourerien douar Tredrez ha da besketaerien Lokemo.

Desachet e voe e evezh gant an troioù-lavar diarneuz dreist-holl, implijet a-galz gante en o c'haozadennoù. Ar re o welet anezhañ o skrivañ buan-ha-buan ar pezh a gleve war e garnedig a lavare : «Jul amañ, a zo 'vont da gas toud kaozioù Tredrez da Bariz!». Kement-se a lakae anezhañ da c'hoarzhin druz, ha diouzh noz e adskrive hag e renke an holl droiennoù bet tapet a-gleiz hag a-zehoù war an deiz. En tu-hont da-se e teuas ar soñj dezhañ, goude ar pezh en devoa bevet e-barzh trañcheoù Verdun, da bignat er hierarkiezh milourel. E 1919, e heul Jul ar c'hentelioù jubennaouiñ milourel hag anvet bloaz goude da letanant-jubennour an adarme. Pa darzhas an Eil Brezel Bed ez eo kaset d'ar Mission française evit an Arme saoz. En em gavout a reas neuze war an harzoù belgian e-pad foeltradenn ar c'hallaoued e Sedan. Ranket gantañ da gilañ etrezek Dunkerque, skarzhet e voe gant ar Saozon hag adkaset da Vro-C'hall da c'houde, ha dizengalvet d'ar 16 a viz Eost 1940. Kent adkemer e bost er C'habiline e tistroas da welet e wreg e Lokemo, en ti bet savet gante un nebeudig amzer a-raok ar brezel, a-us ar porzhig-pesketa. E 1945, enlouc'het gant eñvor an daou vrezel, e teuas en-dro da Vreizh e-lec'h ma oa e vamm a-baouez mervel, oadet a 80 bloaz. En ur c'hortoz gwenneien e leve e veve-eñ diwar-goust e arc'hant-godell esperniet gwechall, produoù e liorzh, e yer hag e c'hivri. D'ar mare-se, e rae berzh ar pesk-sardin c'hoazh war-aodoù Bro-Dreger hag e kinnigas Aotroù-maer Lokemo dezhañ, Joseph Calvez e anv, da labourat evit kevelouri ar besketaerien. Pa ne voe ket eus ar sardined ken er vro, e 1947, e viras evelkent Jul e labour. E-karg e voe goude-se eus ar c'hinkailherezh-mor. Oadet a 65 bloaz, deuet mare al leve, e ouestlas e amzer da stummañ an danvez bet dastumet gantañ e vuhez-pad. Heñchet e voe en ul lenn da skouer oberennoù evel Vie des morts bet skrivet gant Armestetter hag ar Grammaire rhétorique gant Claude Ogé. Ur gelaouenn gembraek, profet gant e vignon Ithel Morgan, a hentas ivez e labour. An holl zielloù-se o devoa abaoe pell amzer 'zo dija roet ar c'hoant dezhañ da seveniñ ur raktres damheñvel evit ar brezhoneg a-ratozh evit ar remziadoù yaouank, a-benn mirout bev yezh e hendadoù. Setu penaos e tiwanas levrenn gentañ Trésor du breton parlé, bet embannet e 1965, e-ti Emgleo Breiz.

Ouzhpenn 80 000 tro-lavar poblek[kemmañ]

En e rakskrid e termene evel-henn e balioù hag e hentenn : «Ma fal kentañ a zo bet da saveteiñ ouzh an ankoun, en ul lakaat anezhe war baper, troioù-lavar poblek gant skeudennoù ken brav, ken fentus, ken talvoudus... Klasket em eus en oberenn-mañ lakaat war-wel, gant skouerioù liesseurt notennet war ar prim, penaos e teu brav gant ar Vretoned da arlivañ o soñjoù, o santadurioù hag o c'hoantoù, penaos e roont blaz ha liv d'o yezh dre implij skeudennoù ha troioù-stil don ha piaouek... Lavarout a ran c'hoazh ur wech, da lakaat sklaer an traoù, ne oa ket ar pal ganin da seveniñ ur skrid lennegel. N'ez eus ket ur ger ha ne vije ket bet distaget dirakon gant brezhonegerien a-vihanik en o c'haozeadennoù pemdeziek.» Berzh a reas al levrenn gentañ-se ken ma voe embannet en-dro e 1970. En hevelep bloavezh e voe kement-se embannet eil levr an dastumad, an Dictionnaire français-breton des expressions figurées. An dro-mañ c'hoazh, e pourchas Jul ul liested a skouerioù bet dastumet er vammenn, diwar ar grib, evel ma lavarfe-eñ. Un eostad a ouzhpenn 80 000 frazenn memestra! Kinniget e veze pep frazenn, gant he ster kentañ pe he eil-ster, hervez an amdro hag an arlivadennoù. Sed aze ar pezh a roas ur gwir dalvoudegezh d'al labour-se, bet advoulet da c'houde ivez.

E 1974 e teuas er-maez an drede levrenn, ar Style populaire, atav gant ar pal da brofañ un oberenn yezhoniel d'ar Vretoned ha da Vreizh. Daoust ma save Jul ar Gros a-du gant skritur Frañsez Vallée, o vezañ ar c'h/KLT (Kerne, Leon, Treger), e voe moulet an div levrenn gentañ e skolveurieg. Evit an trede hini, da ziskouez evel-henn e spered-digor, e toujas ouzh ar reolennoù bet degemeret betek gouzout gant difennerien an daou skritur. An emglev-se, en desped dezhañ, az eas da boultrenn gant an amzer. Met, n'eo evit-se e kemeras-eñ perzh en tabutoù hag er brezelioù ideologel rak kavout a rae dezhañ ne dalveze ket ar boan da glask jeu etre tud heñvel ma oa ar pal embann e brezhoneg. A-feur ma rede an amzer, ne oa ket ar Jul kozh evit ehaniñ gant e labour. Derc'hel a rae da notenniñ en e garnedig kement ger a veze klevet gantañ ha, war-nes e 100 vloaz, gant skoazell ur mignon dezhañ, e voe embannet pevare levrenn an dastumad. Met betek pelec'h ez ay Jul ar Gros? Displegañ a rae e hir a vuhez gant ar mel met ivez gant e entan evit sevenadur Breizh. Piv oar ma ne vo ket embannet a-benn un nebeut bloavezhioù ur pempvet levrenn o tont da beurglokaat an dastumad? Ha ma vije posupl deomp spletiñ eus kement-mañ ha klask ober kement-all e arouezfe n'emañ ket yezh hon hendadoù o vont da get.


Un dastumer, ur yezhoniour hag ur skrivagner eus ar re vrokusañ e Bro-Dreger hag e bed ar brezhoneg dre vras a voe bet Jul Marcel ar Gros. Kregiñ a reas hemañ da zastum, en ur selaou pizh e vamm-gozh ha tud all eus Lokemo-Tredrez (tud ha na ouient ger galleg ebet peurliesañ), abred-tre e deroù an Xxvet kantved. Kement-mañ, a roas tro dezhañ da embann ur studiadenn ledan war ar brezhoneg komzet renablet en e oberenn Trésor du breton parlé. Implijet a galz eo bet da c'houde e zastumadennoù el levrioù yezhoniel ha geriaouegel evel da skouer ar Geriadur Garnier pe Geriadur brezhoneg a-vremañ Favereau. C'hoariet en deus evel-henn rol «an den a dra» evit ur remziad studierien war ar brezhoneg a-bezh. Gant an dud o vervel e kroge ar brezhoneg da vont da goll tamm-ha-tamm. A-drugarez d'e labour veur e voe neuze posupl d'ar remziadoù nevez da dañva blaz ar brezhoneg kozh ha bev a veze komzet gant o zud-kozh. Menel a reas neuze, hag a ray c'hoazh, e levrioù un oberenn-dave da studiañ ha da gompren stil ha pinvidigezh ar brezhoneg. Tremen a reas Jul ar Gros d'ar 25 a viz Kerzu 1992 en ospital Lannuon, oadet a 103 bloaz. Emañ bremañ e bered Lokemo, e-kichen e wreg Eugénie Bazil. Nebell dioute emañ e vamm-gozh, Michela an Allan, hag a roas dezhañ da gompren pouez ar yezh hag ar gwrizioù e-kerzh ar vuhez.

E oberenn[kemmañ]

Levrioù embannet war-lerc'h e varv :

  • Le Trésor du Breton parlé, levrenn 4 : Le Trésor du breton parlé. Skol Vreizh - Impram. 1989
  • Le Trésor du Breton parlé, 2 levrenn : Dictionnaire français-breton des expressions figurées. Emgleo Breiz - Brud Nevez

Ouzhpenn[kemmañ]

  • Yann Glevareg, niv 176, YEZH, diwar-benn le Trésor du Breton parlé, Al Liamm 1976,.
  • Daniel Giraudon : Michela an Alan (1833-1921), pennad-kaoz gant Jules Gros diwar-benn e vamm-gozh hag ar c'hanaouennoù bet desket ganti ; e Planedenn, niverenn 15, nevez-amzer, 1983, 48p.
  • Daniel Giraudon : Jules Gros, yezhoniour tregeriat kantvloaziad, skridvuhez aozer le Trésor du breton parlé ; en Ar Men, n°39, 1991, pp. 26-37.
  • Daniel Giraudon, Kenavo Jules Gros en Ar Men N°49, p. 64. 1993
  • Francis Favereau : Aet Jules Gros da dri bloaz ha kant, Al Liamm niv.276 p. 55-62

Un den all[kemmañ]

Ur Jules Gros all a savas Republik Counani e Gwiana c'hall, met n'eo ket hon Jules Gros breizhat.

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • [1], luc'hskeudennoù Jules Gros hag e di e Tredraezh-Lokemo, gwall nebeut a vrezhoneg e-barzh.