Arvern
-
Gant ar ger "Arvern" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Arvern (disheñvelout).
Arvern[1] pe Aovergn[2] (Auvèrnhe pe Auvèrnha en okitaneg, Auvergne e galleg) zo ur broviñs kozh eus Bro-C’hall hag ur vro istorel eus Okitania.
Meur a aotrouniezh a voe er Grennamzer er vro annezet a-gent gant pobl c’halian an Arverni ha mont a reas an douaroù-se da stummañ ur gontelezh goude-se. Staget e voe kontelezh Arvern ouzh rouantelezh Bro-C'hall e dibenn an XIIvet kantved, gant ar roue Fulup II an Aogust.
Hiziv emañ proviñs kozh Arvern en he fezh e-barzh rannvro Auvergne, met brasoc’h eo ar rannvro velestradurel eget Arvern gozh.
Clermont-Ferrand eo ar gêr-benn istorel.
Auvernhat, pe arverneg, a reer eus rannyezh okitanek Arvern.
[kemmañ] Tud
E Riom, en Arvern, eo ganet ar c'haner Alain Cochevelou, gwelloc'h anavezet dindan e anv arzour Alan Stivell, e dad a oa den-e-karg d'an ampoent eno.
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ Geriadur Vallée, roet da droidigezh kentañ: «Auvergne Bro-Arvern, (an) Arvern, (an) Aovergn», p. 49b; Roparz Hemon, Dictionnaire Français-Breton (1947) «Noms géographiques, p. 399b, Auvergne Arvern» (troidigezh nemeti roet).
- ↑ Geriadur Vallée, p. 49, roet da drede ha diwezhañ troidigezh.