Clermont-Ferrand
Eus Wikipedia
Gwel eus kêr gant ar Puèi de Doma, ur menez-tan, er pelloù.
Clermont-Ferrand (e galleg) pe Clarmont (d'Auvèrnhe/d'Auvèrnha) (en okitaneg) eo kêr-benn Bro-Arvern koulz ha hini ar rannvro a-vremañ, prefeti departamant ar Puy-de-Dôme eo ivez. 140 700 a dud a oa o chom enni e 2006, met poblet kenañ eo an tolpad kêrioù gant 410 000 a dud. Er bloaz 1630 e oa bet unvanet kêrioù Clairmont diouzh un tu, ha Montferrand diouzh an tu all, da vont d'ober "Clairmont-Ferrand". Emañ sez an embregerezh Michelin e Clermont-Ferrand.