Belfort

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kornôg kêr

Belfort zo ur gêr e reter Bro-C'hall, pennlec'h an departamant Territoire de Belfort, e rannvro Franche-Comté. E 2006 e oa 52 521 a dud o chom enni.

Emañ war lez ar stêr Savoureuse, en ur c'hroashent a bouez etre traoñienn ar Roen ha hini ar Ron, etre ar menezioù Vojoù ha Jura.

Brudet eo Belfort abalamour ma voe lakaet seziz warni dre deir gwech, e 1814, e 1815 hag e 1870, e-pad ar Brezel etre Bro-C'hall ha Prusia. Belfort hag an trowardroioù e voe an tamm nemetañ eus Elzas a chomas gant Bro-C'hall, goude ar brezel-se, hervez feur-emglev Frankfurt.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all