Emgann Diksmuide
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Emgann Diksmuide | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
|
|||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Koronal Meiser Amiral Ronarc'h |
Alberzh a Wurtemberg | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Tud lazhet | |||||||
| soudard, nannsoudard | soudard | ||||||
Emgann Diksmuide a zo ul lodenn eus emgannoù an Ijzer. Un emgann eus ar Brezel-bed kentañ eo, c'hoarvezet e Diksmuide (Flandrez Belgia) adalek an 16 a viz Here 1914 betek an 10 a viz Du 1914 .
Ar Vrigadenn Ronarc'h, un unanad milourel ag ar Morlu gall gant ur yoc'h Bretoned enni, a gemeras perzh en emgann, a-gevred gant ar Rejimant Kerzh Tennataerion Senegalat (e gwirionez, ur batailhon eus Maroko hag unan ag Aljeria) eus al Lu gall hag ur vrigadenn eus Lu Belgia gant an 11vet hag an 12vet Rejimantoù a Linenn (hemañ dindan urzhioù ar C'horonal Jules Jacques) enni hag ar C'horonal Jean-Baptiste Meiser en he fenn.
Pal al lu alaman a oa treuziñ ar stêr Ijzer evit mont davet Dukark.
[kemmañ] Dodengang
Bouzellenn ar Marv (Dodengang) a zo un hollad fozioù eus ar brezel a zo bet miret e Kaaskerke, ar gumun e-kichen, stag bremañ ouzh kumun Diksmuide.