Pêr Peron
(Adkaset eus Per Peron)
Pêr Peron (Pierre René Émile Péron e marilh kêr), ganet e Brest d'ar 5 a viz Here 1905 ha marvet er gêr-se ivez d'ar 27 a viz Meurzh 1988, a zo un arzour breizhat, anezhañ ul livour, tresour, skeudennour ha kizellour, ezel eus luskad ar Seizh Breur. Meur a levr a zo bet skeudennet gantañ, en o zouez reoù vrezhonek evel An ti Satanazet skrivet gant Jakez Riou.
War meur a dachenn eo bet Pêr Peron o labourat : savet en deus skritelloù bruderezh, mignon bras eo bet da Reun Kreston, labouret en deus evit embregerezhioù evel Hermès ha Le Minor, tresadennoù en deus graet evit ar gazetenn Le Télégramme (bannoù-treset Dig a Dao, gant divizoù leun a vrezhonegadurioù)...
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Françoise Péron hag Yves-Marie Péron, P. Péron de A à Z, Coop Breizh, 2002.
- Françoise Péron hag Yves-Marie Péron, Tous les Brest de Pierre Péron, Coop Breizh, 2014
- Fañch Le Henaff, Katalog an diskouezadeg diwar-benn P. Peron, Mirdi an Arzoù-Kaer, Brest, 2015
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar ganaouenn c'hallek A Recouvrance skeudennet gant P. Peron (lec'hienn bretagnenet.com)
- Diskouezadeg diwar-benn P. Peron e Mirdi ar Morlu e Brest
- Expo du peintre de la Marine Pierre PERON el lec'hienn ina.fr