Lambezelleg
Lambezelleg a oa ur barrez eus eskopti Leon gwechall. Bremañ ez eo ur c'harter eus Brest.
Da vare hag ur gumun distag e oa betek 1945. Betek 1686 e oa ur barrez vras eus Lambezelleg : kêr Vrest a oa stag outi ha n'eo nemet er bloavezh-se e oa deuet da stummañ ur barrez distag. Brasaet e oa bet Brest un tammig, diwar-goust Lambezelleg, e miz Genver 1636. Da vare an Dispac'h e oa deuet parrez Lambezelleg da vezañ ur gumun.
Trev Treninez (Sant-Mark bremañ), a oa bet staget ouzh Lambezelleg e 1681, a yeas da barrez distag e 1823 ha brasaet e oa bet zoken e 1865. E 1861 e oa bet kresket Brest un tamm diwar-goust Lambezelleg (karter Sant-Varzhin).
Goude an Eil Brezel-bed, e 1945, e oa bet bodet kumunioù Lambezelleg, Sant-Mark, Kerbêr ha Brest da vont d'ober ur gumun vras anvet Brest.