Jean-Yves Cozan
Jean-Yves Cozan, bet ganet d'ar 16 a viz Mae 1939 e Brest (Penn-ar-Bed), a zo ur politikour breizhat eus ar MoDem, tost eus Strollad Breizh.
[kemmañ] Buhez
Goude bezañ graet studioù sokiologiezh e teu da vezañ kazetenner er sizhunieg Le Progrès de Cornouaille, e lec'h ma teu da vezañ rener (1962-69), a-raok mont da labourat e burev André Colin, bet ministr, kuzulier-departamant Eusa ha prezidant kuzul-departamant Penn-ar-Bed (1969-78), evel pennsekretour ar CODAFF. Da gentañ penn e oa ezel eus ar Centre des démocrates sociaux (CDS), mont a reas goude da emezelañ d'an UDF hag er Club Idées-Action eus Alain Madelin, emglevioù a savas gant ar PS ivez. E 1998 e chomas en eil tro evit dilennadegoù ar senedourien e lec'h ma voe dilennet 3 senedour sokialour ha un RPR addilennet. Kas a ra ul listenn « Indépendants de Bretagne » stag da strollad ebet, met eus muianiver an tu dehou.
Dilennet eo bet da eilmaer Kemper (1977-89), kuzulier-departamant Kanton Eusa (abaoe ma 'z eo marv d'André Colin e 1978), kuzulier Kuzul-rannvro Breizh eus 1986 da 1988, hag adarre eus 1998 da 2004, ha kannad eus Penn-ar-Bed eus 1986 da 1997.
Adalek 1983 eo bet ivez prezidant Park an Arvorig hag eus 6 Société d'économie mixte. Eus an tu all eo bet prezidant Finist'air. Chom a ra merour ar SEM war terkerezh Penn-ar-Bed.
Er Vodadenn vroadel, e voe e bodad an difenn hag e penn ar strollad evit ar vignoniezh etre Bro-C'hall ha Sina.
E Kuzul Rannvroel Breizh, e lec'h ma oa eilprezidant betek 2004, e oa e karg eus an identelezh breizhat hag ar sevenadur.
E 2008 ez a e-barzh Askol, kevredigezh an dilennidi ezel pe tost eus Strollad Breizh. D'an 30 a viz Meurzh 2009 e teu da vezañ ezel eus ar MoDem[1] . Tad Isabelle le Bal, kuzulierez-kêr e Kemper, eo.