Vauban

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sébastien Le Prestre de Vauban

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Sébastien Le Prestre, markiz Vauban, anvet peurliesañ "Vauban" (distaget: [vobɑ̃]) (15 a viz Mae 163330 a viz Meurzh 1707) a oa un ijinour hag un adeiladour milourel gall, a voe e servij ar roue gall Loeiz XIV.

E miz Mae 1655, d'an oad a 22 vloaz, e teuas da vezañ «ijinour milourel karget eus ar mogerioù-difenn». Diskouez a reas e meur a seziz pegen mat e oa e alioù evit ar soudarded c'hall da gemer kêrioù. E 1678 e voe anvet da «benngomiser ar mogerioù-difenn» e 1678, ha da letanant jeneral e 1688.

E-keit ha ma voe e servij ar roue Loeiz XIV e voe empennet pe gwellaet gantañ mogerioù-difenn meur a gêr ha meur a borzh er rouantelezh, etre 1667 ha 1707. Gant Vauban e voe krouet pe brasaet mogerioù-difenn en ouzhpenn 160 lec'h dre ar rouantelezh, war an harzoù anezhi dreist-holl. E Breizh e labouras evit gwellaat difennoù ar Gerveur (gwikadell Porzh-Lae), an Oriant, Brest (Kastell Brest ha meur a greñvlec'h war aod mulgul Morlenn Brest), Montroulez (Kastell an Tarv), Sant-Maloù. Er-maez eus Breizh e c'haller menegiñ ivez e labourioù e reter ar Pireneoù (Mont-Louis), en Alpoù (Briançon), er Jura (Besançon), e Flandrez (Lille...).

Brudet e voe doareoù Vauban er-maez eus ar rouantelezh c'hall, ha diwar e skouer e voe kreñvaet difennoù kêrioù e broioù all, evel da skouer Cádiz e Spagn.