Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1913

Eus Wikipedia
Philippe Thys, trec'h e 1913

Dalc'het e oa bet 11vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 388 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys, 26,715 km/e e dizh keitat.

Aet e oa kuit an Dro eus Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine a-vremañ) hag war-du ar c'hornôg, evit ar wech kentañ, a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.

Peurdrec'h ar skipailh Peugeot a oa dre ma oa ac'hubet an tri flas kentañ gant ar rederien anezhañ. Dilezet en devoa ar reder breizhat Lucien Petit-Breton goude kouezhañ war al leur e-kerzh ar 14vet tennad-hent.

25 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 140 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tennadoù-hent e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadur hollek (1-10)
Renk Reder Skipailh Amzer tremenet
war e varc'h-houarn
1 Philippe Thys Banniel Belgia Belgia Peugeot en 197e54'00"
2l Gustave Garrigou Bro-C'hall Bro-C'hall Peugeot + 8'37"
3de Marcel Buysse Banniel Belgia Belgia Peugeot + 3e30'55"
4re Firmin Lambot Banniel Belgia Belgia Griffon + 4e12'45"
5vet François Faber Luksembourg Luksembourg Peugeot + 6e26'04"
6vet Alfons Spiessens Banniel Belgia Belgia J.B. Louvet + 7e57'52"
7vet Eugène Christophe Bro-C'hall Bro-C'hall Peugeot + 14e06'35"
8vet Camillo Bertarelli Italia + 16e21'38"
9vet Joseph Van Daele Banniel Belgia Belgia J.B. Louvet + 16e39'53"
10vet Émile Engel Bro-C'hall Bro-C'hall Peugeot + 16e52'34"

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]