Straed Siam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Straed Siam (penn krec'h, e 2005, a-raok an tramgarr).

Straed Siam a vez graet eus ru bennañ kreiz-kêr Brest.

Istor an anv[kemmañ]

Dont a ra an anv-se eus tri c'hannadour roue Siam (Tailand hiriv) a zeuas da Vrest e 1686, war al listri l’Oiseau ha la Maligne, hag a zilestras d'an 18 a viz Mezheven, ha gante c'hwec'h mandarin, tri jubennour, daou sekretour, hag un ugent mevel, karget a brofoù, war o hent da gastell Versailhez ma'z aent da welout ar roue gall Loeiz XIV.

War o zreid ez ejont dre ar straed Sant-Pêr, betek an ostaleri Sant-Pêr. Ken bamet e voe Brestiz ma voe adanvet ar straed.

Ret eo derc'hel soñj e voe distrujet Brest e 1944, hag e oa kalz strishoc'h straed Siam gozh gwechall. Adsavet ha ledanaet e voe ar straed Siam goude an Eil brezel bed.

Lennegezh[kemmañ]

Anv anezhi zo gant Jacques Prévert en e varzhoneg Barbara, ha meur a wech e kontadennoù Ronan Huon pe re Yann Gerven.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.