Kiel (Alamagn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kiel

Kiel zo ur gêr eus hanternoz Alamagn, e land (stad) Schleswig-Holstein. Ouzhpenn 240 000 a dud zo o chom enni.

Diazezet e voe en XIIIvet kantved (etre ar bloavezhioù 1233 ha 1242 moarvat). E 1283 e teuas da vezañ unan eus kêrioù Kevre an Hansa ; e 1665 e voe savet ar skol-veur ; hag e 1895 e voe toullet Kanol Kiel etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz. Bremañ ez eo Kiel ur porzh-mor modern, e goueled fjord Kiel. Abaoe 1860 ez eo Kiel ar porzh brezel pouezusañ zo en Alamagn. Liammoù stank he devez Kiel gant porzhioù bras hanternoz Europa : Oslo (Norvegia), Göteborg (Sveden), Klaipėda (Lituania), Tallinn (Estonia), Turku (Finland), Kaliningrad ha Sant Petersbourg (Rusia).

Kanol Kiel, 98 kilometr he hed, a gas eus Kiel war ribl ar Mor Baltel da v-Brunsbüttel, e genoù ar stêr Elbe, war ribl Mor an Hanternoz.

Brudet eo kevezadegoù bigi-dre-lien Kiel (Kieler Woche). Eno ivez e oa bet aozet ar c’hevezadegoù bigi evit C'hoarioù Olimpek 1936 (C’hoarioù Berlin) ha re 1972 (München).

Tud vrudet[kemmañ]

  • an tsar Pêr III Rusia a oa bet ganet e Kiel, mab d’un noblañs eus Schleswig-Holstein ha d’ur briñsez eus Rusia (Karl Peter Ulrich von Schleswig-Holstein-Gottorf e oa e anv, a-raok dezhañ mont da impalaer Rusia).
  • Ernst von Salomon, skrivagner alaman.

Kêrioù gevellet[kemmañ]

Gevellet eo Kiel gant kêrioù :


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.