Visby

Eus Wikipedia
Toennoù Visby

Visby (distaget [ˈvɪsbyː], [ˈviːsbʏ] e svedeg) zo ur gêr eus Sveden, en enez Gotland. E 2012 e oa 23 576 a dud o chom enni[1]. Kêr vrasañ an enezenn eo. Sez un eskopti eo ivez.

Ur gêr gozh eo Visby, ha miret-mat eo bet he ziez a wechall, en amzer ma oa ur porzh eus an Hansa. Abaoe 1995 emañ Visby war roll lec’hiennoù glad ar bed, gant an UNESCO[2]. E-touez an aspadennoù eus an amzer dremenet e c’haller menegiñ ar mogerioù kozh, 3,4 km hed dezho, ha meur a iliz ivez.

Dont a ra touristed a-leizh da Visby e-pad an hañv, tud eus Sveden hag eus broioù all Skandinavia dreist-holl. Gallout a reer mont di gant kirri-nij pe gant bigi-treizh eus an douar-bras. Ur skol-veur zo, hag a zo staget ouzh skol-veur Uppsala abaoe 2013.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]