Riga
| Riga | |||
|---|---|---|---|
| Riga hag ar stêr Daugava | |||
|
|||
| Coordinates: | |||
| Savet e | 1201 | ||
| Government | |||
| • maer | Jānis Birks | ||
| Population (2006) | |||
| • Total | 727 578 | ||
| Website | http://www.riga.lv | ||
Kêr-benn Latvia eo Riga (latveg: Rīga), e rusianeg Рига, en estoneg Riia). Savet e pleg-mor Rga el lec'h ma'n em daol an Dvina er mor.
Taolenn |
Poblañs [kemmañ]
731 000 a annezidi a oa o vevañ e Riga e miz Genver 2005, poblañs war zigresk a-galz pa weler e oa 912 000 annezad e 1990. Gallout a reer displegañ an digresk-se dre m'o deus kuitaet ar gêr-benn an darn vrasañ eus ar boblañs a orin rusian.
Istor [kemmañ]
Savet e voe ar gêr e 1201 gant Albert Buxhövden, eskob eus Livonia hag a savas bodad "ar varc'hegerien doug klezeier berr", anvet ivez Breuriez ar c'hleze. Abalamour da zistabilded politikel ar broioù balt e vo aloubet gant ar Boloniz e 1561, ar Svediz e 1621, ar Rusianed e 1710. Goude e heuilh istor ar gêr hini Latvia.
E 1997 ez eo bet ouzhpennet kreiz istorel Riga ouzh listenn glad bedel an Unesco, evit gwareziñ ar gêr gozh.
Gevellerezh [kemmañ]
Gevellet eo Riga gant ar c'hêrioù-mañ:
Tud [kemmañ]
- Aaron Nimzowitsch, mestrc'hoarier echedoù, bet ganet e Rīga ;
- Aleksandr Wojtkiewicz, mestrc'hoarier ha kelennour echedoù, bet ganet e Rīga.
- Barbara de Krüdener, skrivagnerez ha mignonez da Germaine de Staël.
- Wilhelm Ostwald, kimiour ha prederour alaman.
- Georg Schweinfurth, dizoloer ha studier ar natur.
- Sergey Mic'hailovitch Eisenstein, oberour sinema soviedat.
- Mic'hayl Eisenstein, isaver, tad an hini a-us.
- Isaiah Berlin, prederour hag istorour saoz.
- Gidon Kremer, soner violoñs.
- Mariss Jansons, pennsoner.
- Yeshayahou Leibowitz, kimiour ha prederour ag Israel.