Kobe

Eus Wikipedia

Kobe (神戸市 e japaneg, distaget [koːꜜbe]) zo ur gêr vras eus Japan. Emañ e su an enezenn bennañ, Honshū, er c'hornôg da Osaka. Ar c'hwec'hvet kêr vrasañ er vro eo Kobe. War-dro 1,5 milion a dud zo o chom enni. Asambles gant Kyoto hag Osaka ez a da ober un tolpad-kêrioù poblet-stank anvet Keihanshin.

Unan eus porzhioù brasañ Japan eo Kobe, war ribl Bae Osaka. E 1995 e oa bet distrujet ul lodenn vras eus kêr gant ur c'hren-douar hag ouzhpenn 6000 den a oa bet lazhet.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.