Münster

Eus Wikipedia

Münster, gwelet eus an oabl

Münster (distaget [ˈmʏnstɐ] en alamaneg) zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Nordrhein-Westfalen en Alamagn. Emañ e hanternoz ar stad alaman-se ha sellout a reer outi evel kêr-benn sevenadurel Westfalen.

Annezet eo Münster gant 270 000 den pe war-dro.

Brudet eo ar gêr peogwir e oa bet kreizenn emsavadeg advadezerien Münster, da vare an Disivoud protestant. Anavezet eo ivez dre ma oa bet sinet enni Feur-emglev Westfalen, a lakaas fin d'ar Brezel Tregont Vloaz, e 1648.


Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Münster gant ar c'hêrioù-mañ :