Szczecin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Szczecin
Szczecin

Szczecin zo ur gêr vras e gwalarn Polonia (Stettin hec'h anv en alamaneg). E 2008 e oa 407 260 a dud o chom enni.

Emañ Szczecin war ribloù ar stêr Oder, ha kreiz kêr war ribl ar c'hornôg. Daoust m'emañ kêr war-hed 65 km diouzh ar Mor Baltel, e c'hall listri bras erruout betek enni, hag unan eus porzhioù bras Polonia eo.

Szczecin a oa gwechall kêr-benn Pomerania. Er Vvet kantved e oa eno ul lec'h-kreñv, savet gant Slaved. Ur greizenn genwerzh e oa, a rae eskemmoù gant tud Skandinavia ha re kreiz Europa. Er Grennamzer e voe tro-ha-tro dindan dalc'h renerien Polonia hag en Impalaeriezh Santel Roman. En XIIvet kantved e teuas tud ar c'hornad da vezañ kristenien. Unan eus kêrioù an Hansa e voe ivez, evel kalz kêrioù bras all war aodoù ar Mor Baltel.

Mont a reas Stettin e dalc'h roue Sveden e 1648, goude ar Brezel Tregont Vloaz. E 1721 e rankas Svediz lezel kêr gant renerien Prusia. E 1870, evel ar peurrest eus Prusia, e teuas da vezañ ur rann eus an Impalaeriezh alaman. E 1945, goude an Eil Brezel Bed, en em gavas e Polonia.

Tud brudet eus Szczecin[kemmañ]

Tud bet ganet eno[kemmañ]

Tud bet marvet eno[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.