Plymouth (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
  • ██ Lec'hiadur Plymouth
  • The Hoe
    Kartenn alaman eus Plymouth e 1888

    Plymouth ([ˈplɪməθ] e saozneg) zo ur porzh bras e Bro-Saoz e kontelezh Devon, war harzoù reter Kerne-Veur. Brudet eo evel porzh-brezel dreist-holl, dre m'eo HMNB Devonport (His Majesty's Naval Base e Devonport), an hini brasañ en Europa ar C'hornaoueg.

    Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dont a ra anv kêr eus anv ar stêr Plym hag eus mouth (genoù). Aberplymm eo an anv e kerneveureg.

    Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Emañ Plymouth etre ar stêr Tamer er c'hornôg hag ar stêr Plym er reter, en ur pleg-mor a ra anezhi unan eus brasañ perzhier naturel er bed. Se zo kaoz e oa ur goudor eus ar c'hentañ evit ar morlu saoz.

    Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Eus Plymouth e tivroas an dud anvet pilgrims (pirc'hirined) da Amerika e 1620 war al lestr Mayflower, hag eno e voe savet trevadenn Plymouth gante ha kêr Plymouth, e Massachusetts.

    Statud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Abaoe ar 1añ a viz Ebrel 1998 ez eo Plymouth un aotrouniezh unvan disrannet diouzh kontelezh velestradurel Devon, daoust dezhi chom en he c'hontelezh lidel, e Bro-Saoz.

    Treuzdougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ul linenn karrlistri zo etre Plymouth ha Rosko, hag ul linenn arall etre Plymouth ha Santander (Spagn).

    Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Darempred zo ivez gant :

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.