Fontaine

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fontaine, gant Marcel Duchamp. Musée national d'Art moderne.
3de adskeudenn, savet dindan renerezh Duchamp e 1964 evit diskouezva Schwarz. Feilhañs wenn goloet gant prierezh ha livaj. 63 x 48 x 35 cm.

Fontaine (pe Fountain e saozneg) a zo pe ur farsadenn pe un oberenn arzel savet gant Marcel Duchamp e 1917. Peurliesañ e vez anvet ar staotlec'h. Anvet eo bet ready-made gant Duchamp e-unan, dre ma implijas un dra a oa bet krouet a-raok. Ur staotlec'h feilhañs gwenn eo an oberenn, sinet eo « R. Mutt 1917». Ur c'hoari ger eo, dre ma'z eo Armut ur ger alamanek a dalvez paourentez. Displegadennoù all a zo bet roet : ar frazenn saoznek "art mute" marteze(Duchamp o tiskouez e oa o tegas kemm e bed an arzoù), pe c'hoazh R M U T T, da lavaret eo : ready-made eut été. Kinniget e voe an oberenn en un diskouezadeg abalamour da ober goap, ha kollet e voe prestik goude. Hiziv an deiz ez eo gwelet evel unan eus oberennoù arzel brudetañ an XXvet kantved. E meur a virdi arzoù ar bed (kreizenn Pompidou da skouer, pe mirdi skol-veur Indiana) e c'haller gwelout adskeudennoù testeniet gant Duchamp.

Istor[kemmañ]

Er penn-kentañ e oa ur farsadenn nemetken, dre ma felle da Duchamp ober goap ouzh bed an arzoù e New York. Ober a reas e soñj lakaat degemer ur dra divalav en un diskouezadeg arzoù. Duchamp a ginnigas neuze e Fontaine da Society of Independent Artists. Nac'het e voe an oberenn, dre ma ne oa ket arzel ("not being art").

E 1963 e voe aozet ar c'hilsell kentañ war dada e Pasadena Museum of Art e Los Angeles. D'ar mare-se e voe goulennet gant Marcel Duchamp adkrouiñ e Fontaine. Berzh a reas, un ugent skouerenn ouzhpenn a voe savet. Adalek ar bloavezhioù 1960 e voe gwelet evel unan eus oberennoù pouezusañ an XXvet kantved. Er memes koulz e voe savet damkanadenn ar ready-made : forzh pe dra, keit m'eo bet dibabet gant un arzour a c'hall dont da vezañ un oberenn arzoù. Hiziv an deiz ez eo gwelet evel ur skouer eus an arz a-vremañ, ha daou luskad da nebeutañ a zo bet levezonet gant an oberenn : luskad an arz menozel ha hini ar Pop Art. E miz Du 1999 ez eus bet gwerzhet ur skouerenn evit 1,677 milion a euroioù. E miz Kerzu 2004 eo bet dilennet Fontaine Duchamp evel skouer bouezusañ arz an XXvet kantved gant pemp kant den eus bed an arzoù er Rouantelezh-Unanet.