An Ignel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svgArabat droukveskañ gant an Ignol.


An Ignel
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Arondisamant An Oriant
Kanton Ploue
Kod kumun 56089
Kod post 56240
Maer
Amzer gefridi
Jean-Louis Le Masle
2008-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh-kumunioù Bro Ploue, hag ar Skorf d'ar Blavezh
Bro velestradurel Bro an Oriant
Poblañsouriezh
Poblañs 2 092 ann. (2011)[1]
Stankter 41 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 58′ 37″ Norzh
3° 16′ 54″ Kornôg
/ 47.9769, -3.2817
Uhelderioù krenn : 150 m
bihanañ 49 m — brasañ 171 m
Gorread 51,4 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
An Ignel
Map commune FR insee code 56089.png

An Ignel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Ploue e departamant ar Mor-Bihan. E su ar vro Pourlet emañ.

Istor[kemmañ]

Dispac'h Gall[kemmañ]

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun An Ignel e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet An Ignel e kanton Bubri; e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun An Ignel e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800 [2] [3].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Jean Robic hag an daou gure [4].

XXvet kantved[kemmañ]

  • Brezel-bed kentañ: 128 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [5].
  • Eil Brezel-bed: 16 milour, 10 ezel eus ar rezistañs ha tri den nann-soudard a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, daou all a yeas diwar-wel [6].
  • Brezelioù didrevadennañ: daou waz marvet en Indez-Sina, tri en Aljeria [7].

Brezhoneg[kemmañ]

  • Kaozeet 'vez brezhoneg Bro Pourlet er gumun-mañ.
  • D'an 23 a viz Gwengolo 2013 e oa bet votet gant ar c'huzul-kêr tizhout live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg dindan 3 bloaz.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

  • Peulvanig eus Oadvezh an Houarn, tro 450 KJK, bet kavet e keriadenn Kerwenn-Tegnouz, degaset betek ar vourc'h.
  • Un ti kozh er vourc'h.
  • Iliz katolik Sant Alban, 1777.
  • Monumant ar re varv.

Douaroniezh[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1962-2011[kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ]

Post[kemmañ]

  • E 1946 e voe digoret un ajañs-post; e penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 e voe savet an ti-post

[8].

Tud[kemmañ]

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Cassini - EHESS - An Ignel - Fichenn ar gumun
  3. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 145
  4. Infobretagne.com
  5. Monumant ar re varv
  6. Monumant ar re varv
  7. Monumant ar re varv
  8. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 145