Gourloez

Eus Wikipedia

Gourloez, anavezetoc'h evel Urlo pe Urloù, pe Sant Urlo, a voe kentañ abad Abati ar Groaz Santel e Kemperle. Abadet e voe d'ar 14 a viz Gwengolo 1029 gant Orscand, eskob Naoned. Erruout a reas en e abati nevez gant 12 manac'h o tont eveltañ eus abati Redon. Madoù a voe roet d'an abati gant Alan Kanhiart, kont Kerne : Lothea, Bai, Mellag, Tremeven hag Ar Gerveur.


Mervel a reas e 1057 goude bet o ren an abati e-pad eizh vloaz warn-ugent war-bouez ugent deiz, hervez Dom Placide Le Duc. Anvet eo bet da wenvidig gant ar pab.


Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enoret eo e Lannejenn ha Langedig, eno en deus pep a chapel hag a feunteun en e anv. Brudet e oa dour e feunteunioù da bareañ droug-sant-Urlou, pe an urloù. Ur chapel all en e anv a oa gwechall e Leskoed e Sant-Tudal.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajennoù 33, 34 ha 36), e ti an aozer, 1939.