Tenenan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Tenenan (pe Nenan) a oa ur manac'h deuet da Vro-Leon er VIIvet kantved,eus Kembre moarvat, nemet e oa mab d’ur priñs eus Iwerzhon marteze.

Hervez ar vojenn e tilestras war ribloù ar stêr Elorn, e Goueled-ar-Forest. Sevel a reas e beniti en ur c’hoad eno, nepell diouzh Landerne. Diwezhatoc’h ez eas donoc’h er c’hoadoù hag e reas e annez e Lez Kelenn (anvet Kastell Tenenan gwechall) e Plabenneg. Difennet en dije ar vro diouzh argadoù an Daned. Diskibl e oa da sant Karanteg, eskob Leon, hag anvet e vije bet e-unan da eskob Leon diwezhatoc’h.

Marvet e oa e 635, e Kastell-Paol (hervez Albert Le Grand) pe e Plabenneg.

D’ar 16 a viz Gouere e vez goueliet. E meur a lec’h e vez enoret : e Plabenneg, e Gwerliskin, er Forest-Landerne. Gwechall e veze graet un droveni en enor dezhañ e Plabenneg, ha loc’hañ a rae an dud eus Lez Kelenn.

Hervez tud zo ez eo e anv a vije e-barzh an anv-lec’h Landerne.