Édouard Leclerc

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Édouard Leclerc, ganet e Landerne d'an 20 a viz Du 1926 ha marvet e Sant-Divi d'ar 17 a viz Gwengolo 2012, a oa un embreger, krouer ar barr-ti  E.Leclerc .
Unan eus 13 bugel Eugène Leclerc ha Marie Kerouanton e oa. Skolveuriet e oa war an Istor hag al Lizhiri.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e studioù e bodad studi Beleien Sacré-Cœur Jésus e tivizas kemer perzh en ur raktres sokial ha mont a reas da Vrest da labourat e ti un treborzhier. Dizoloiñ a reas stankadennoù ar c'henwerzh goude an Eil brezel-bed, an niver bras a hanterourien hag ar marzioù hag a veze o vec'hiañ priz ar produioù.

Se zo kaoz, e miz Kerzu 1949 e krouas Edouard Leclerc ar « c’helc’hiad berr » da lâret eo mont eus ar produour d’ar prener war-eeun en ur sevel e Landerne, ur stal vihan tout gant gwastilli graet gant ur produour eus Pondi hag e oant etre 25 ha 30 % marc’hadmatoc’h eget er stalioù all. Adalek 1955 e oa stalioù gant hevelep doare d'ober o tigeriñ e Breizh .

E miz Gwengolo 1958, en doa savet ur stal nevez e Grenoble, un dra diaes peogwir e oa ret adsevel ur rouedad produourien hag e oa Leclerc o vevañ pell alese. Ar rouedad stalioù E.Leclerc en doa kresket a galz. Ha goude bezañ difennet e-pad pell ar stalioù bihan Edouard Leclerc en doa kroget gant ar stalioù bras tre, setu deroù ar gourmac'hadoù. Er bloavezhioù 1970 e oa krog da werzhañ esañs, levrioù, produioù an apotikerien, c’hwezh vat, bravigoù aour, beajoù… Dreist-holl eo gant an esañs o doa graet kalz a verzh. E-pad ar bloavezhioù 1990, oa bet klasket gant an embregerezh E.Leclerc mont da vroioù estren. N'o doa ket graet berzh er Stadoù-Unanet . Met e 1995 oa bet digoret gourmac'hadoù e Polonia, Spagn, Italia ha Portugal. E 2005 en doa legadet an embregerezh E.Leclerc d’e vab Michel-Edouard Leclerc.

Pa oa Édouard Leclerc war e leve e oa o chom e maner « La Haye » e Sant-Divi, e-kichen Landerne, ’lec’h ma varvas d’ar 17 a viz Gwengolo 2012.

Pennadoù liammet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.