Elorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Elorn
An Elorn e Landerne
Statud stêr
Hirder 42 km
Uhelder an eienenn 300 m
Kas keitat 5,5 m³/s
Gorread an diazad 300 km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
 ?
En em daol e Morlenn Brest
Ledander er genoù  ?
Andon Kommanna
Adstêrioù  ?
stêr - hidrologiezh

An Elorn zo ur stêr eus Breizh, a dremen dre Landerne hag en em daol e lenn-vor Brest. Graet e vez Richer Landerne anezhi ivez, evit al lodenn a ya eus Landerne d'ar mor, hag adalek ar gêr-se e tisparti Leon diouzh Kernev.

Kanet e vez un ton hengounel anvet an Elorn evit dañsal Dañs Leon.

Kanaouenn diwar-benn an Elorn (dañs Leon)[kemmañ]

An hini 'neus c'hoant da welet ar c'haerañ stêr zo er bed
E kreiz 'tre Kerne ha Leon e vo dav dezhañ monet

E Kommanna 'n un draoniennig e-kreiz geot glas ur foenneg
Eus ur feunteunig disafar ur c'houerig 'zo 'redek

Dre Sizun 'ya da Blouziri evit ober un droig
Hag eno 'deu da ledanaat ar wazhienn binvidik

Treuziñ a ra Landivizio e-kreiz bro ar c'halvarioù
Ha reiñ 'ra d'ar c'hezeg brudet geot druz e-leizh ar pradoù

Goude 'n un draonienn dudius 'tre ar gwez hag ar bleunioù
Redek 'ra an dour goustadik eus a-gleiz hag a-zehou

Gwelet a ra iliz Pont C'hrist ha kastell ar Roc'h Morvan
Lec'h 'neus kemeret e anv eus Elorn oa Priñs amañ

Diskenn a ra e Landerne dindan ur pont kozh iskis
Dougen a ra betek eno bagoù tre an div iliz

Diwar ar c'hostez a Gerne, Loperc'hed ha Dirinonn
E sell pizh demeus Gwipavaz ha deus ar Forest-Leon

Ar Gerc'horriz a oa gwechall, 'plije dezho an houlennoù
Hag a veve war stêr Elorn, o lojañ e-barzh o bagoù

E Plougastell ’mañ ar Pont bras, e-lec'h ma'z echu ar stêr
Ar C'herne ro 'n dorn da Leon eus a bep tu d'ar richer

Goude 'n Elorn a gouezh e Brest en ur vorlenn hep heñvel
O kemmeskañ dour douar Breizh gant dour ar Mor Atlantel

Ar stêr Elorn, ya Bretoned, ’zo stêr an unvaniezh
Unaniñ ’ra div vro rannet, ha reiñ ’ra dezho ar vuhez.

Red-dour[kemmañ]

Fonnder krenn miziek (m3/eilenn)
Savlec'h hidrologel : J3413030 - Plouedern (Pont ar Bled) pour un bassin versant de 260 kmPatrom:2
(Roadennoù dastumet diwar 29 bloaziad)

Mammenn : Banque Hydro - Ministère de l'écologie et du développement durable]]