Stumdi
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Un aozadur stummadur dibaouez eo Stumdi. Kinnig a ra stummadurioù ha stajoù hir pe verr war ar brezhoneg evit strolladoù pe evit tud o-unan e Landerne ha Plañvour dreist-holl. Talvezout a ra Stumdi kement ha "ti ar stummañ" pe "stummadur dibaouez".
Krouet eo bet e 1985 diwar intrudu André Lavanant evit stummañ kelennerien Diwan en dibennoù-sizhun. Pelloc'h ez eus bet aozet stajoù war ar sizhun hag e 1993 ez eus bet divizet kinnig stajoù hir war c'hwec'h miz. Berzh bras o deus graet ar stajoù-se pa vez ret chom hep stummann muioc'h eget 75 den e Landerne hag e Plañvour.
Efedus-tre eo ar stumm hir pa vez gouest ar stajidi komz brezhoneg flour dre-se. Difennet e vez dezho ober gant ar skridoù abalamour da intent ar yezh dre gomz hepken. Kaset e vezont da selaou brezhonegerien a bep oad ivez.
Abaoe 2003 emañ melestradurezh Stumdi e Maner Keranden e Landerne.
E 2003 e oa bet savet gant ar filmaozour Ronan Hirrien ar film "Ar brezhoneg e c'hwec'h miz" diwar-benn stajidi ar stummadur hir.