Kastell Goueled ar Forest

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rivinoù kastell Goueled ar Forest

Rivinoù kastell Goueled ar Forest a c'haller gwelet er Forest-Landerne, e-kichen aber an Elorn.

Hervez ar richenn e voe diac'hubet ar c'hastell-se gant Lanselod, e mojenn Arzhur.

Hervez an istorourien e chom bremañ rivinoù eus ur c’hastell a oa bet savet gant beskonted Leon, en XIIvet ha XIIIvet kantved. Met sur a-walc’h e oa bet ur c’hastell all koshoc’h eno a-raok. Savet e oa bet ur c’hastell el lec’h-se gant beskonted Leon, evit gallout kontrollañ aber an Elorn, kenkoulz hag an hent kozh etre Brest ha Landerne. Ouzhpenn se e c’halle an aotrouien, alese, chaseal en ur goadeg vras miret evito, a gaver roud anezhi en anvioù “Gouel ed ar Forest” hag “ar Forest-Landerne”.

E-pad Brezel hêrezh dugelezh Breizh e tremenas ar c’hastell etre daouarn beskonted Roc’han, e 1363. Gouzañv kalz a reas kastell Goueled ar Forest diwar Brezel an Hêrezh. E dibenn an ar XVvet kantved e voe dilezet gant e berc’henned a gavas gwelloc’h tennañ splet eus kastell ar Roc'h-Morvan, a oa d’an tiegezh Roc’han ivez abaoe 1363, ha diazezet en ul lec’h kreiz, etre Brest, Montroulez, Kemper ha Lesneven. Difoeltret e voe kastell Goueled ar Forest gant ar C’hallaoued e 1490, evel hini ar Roc’h Morvan, evit ma ne c’hallfe ket bezañ adkemeret gant ar Vretoned. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved, e voe implijet ar mogerioù da vengleuz gant tud an trowardroioù.

Hiziv an deiz ne chom nemet aspadennoù eus an tourioù, 7 pe 8 anezho gwechall, hag eus ar mogerioù a stumme ul lieskorneg 90 metr war 60 metr, gant ur porzh bras e-kreiz. Ne oa tour-meur ebet war a seblant. Furchet e oa bet ar rivinoù gant tud a youl vat etre 1967 ha 1977[1].

Perc’hennet eo ar rivinoù hiziv c’hoazh gant diskennad ar Roc’haned, an dug Josselin de Rohan.

Notennoù[kemmañ]

  1. M.C. des Déserts, Le château de Joyeuse Garde - Compte-rendu des fouilles, Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, 1970, pp. 75-87

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.