Rosko
Eus Wikipedia
| Rosko | ||
|---|---|---|
Porzh ha kreiz-kêr Rosko gwelet eus Chapel Santez Barba |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro Leon | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Montroulez | |
| Kanton | Kastell-Paol | |
| Kod kumun | 29239 | |
| Kod post | 29680 | |
| Maer Amzer gefridi |
Joseph Seité 2001-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Leon | |
| Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 3 621 ann. (2009) | |
| Stankter | 585 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 58 m | |
| Gorread | 6,19 km² | |
|
|
||
Rosko a zo ur gumun lec'hiet e departamant Penn-ar-Bed e Breizh.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D'ar 4 a viz Du 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
[kemmañ] Deskadurezh
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2002.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 20,2% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [1].
- E distro-skol 2010 e oa 49 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (19,1% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [2].
[kemmañ] Istor
- Distrujet e oa ar porzh e 1375 gant ar c'hont Arundel. Adsavet e vo e-kichen Kroaz-Vaz e-lec'h mañ emañ hiziv.
- Eus 1522 betek 1545-1550, savidigezh an iliz.
- E 1548, Mary Stuart, rouanez Bro Skos (d'an oad a daouzek bloaz), a zouar e Rosko evit mont da zimeziñ gant an Daofin Frañsez II a Vro-C'hall.
- E 1790 e teuas Rosko da vezañ ur gumun dizalc'h diouzh Kastell-Paol
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
-
Aod Rosko gwelet eus Enez-Vaz
- Iliz Intron-Varia Kroaz Vaz savet etre 1522 betek 1545-1550 (gotek hag Azginivelezh)
- Ti "Mary Stuart" ha tiez eus ar XVIvet-XVIIvet
- Listri-pesked (pe akwariom) hag arnodva bevoniel ha moroniel
- Leandi ar Gapusined (e-lec'h ma c'helled gwelet ur wezenn-fiez kozh-kozh, 1621, bet diskaret, siwazh)
- Mirdi ar Brezel 1939-1945
[kemmañ] Bez-brezel ar C'hommonwealth e bered ar gumun
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 Aerlu | |
| Hollad | 1 |
Karrnijour e oa en Aerlu eus Zeland-Nevez (Royal New Zealand Air Force). E anv a oa Frank William McDowell Stout. Marvet eo d'an 18 a viz Even 1944, e-pad an Eil brezel bed[3].
[kemmañ] Douaroniezh
Emañ Rosko war oad Bae Montroulez war al ledenez a zo e harz er C'hornôg hag e-tal Mor Breizh. E-tal Rosko emañ Enez Vaz. Roc'hellek eo ar mor en Norzh, met digor eo d'ar Reter ha staliet ez eus bet ur porzh nevez e Bloskon.
[kemmañ] Tud
- ar Joniged
[kemmañ] Roudoù el lennegezh
- Tristan Corbière, ar barzh gallek, en deus bevet e Rosko ha savet en deus ur varzhoneg diwar-benn paotred Rosko.
- "Paotred Rosko", ur ganaouenn brudet-kenañ ("Rosko, sko mibin, sko kalet, sko ato").
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006
Niver a annezidi 
[kemmañ] Melestradurezh
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (br) Rosko war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Lec'hienn ar gumun
- http://www.roscoff-quotidien.eu/menudyn.html
- Akwarelloù Rosko : http://beaulien.fr