Molenez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Broom icon.svg
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Molenez
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Skeudenn eus Molenez tapet eus tu ar reter
Skeudenn eus Molenez tapet eus tu ar reter
Ardamezioù
Melestradurezh
Bro istorel Bro Leon
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lokournan
Kod kumun 29084
Kod post 29259
Maer
Amzer gefridi
Jean-François Rocher
2008-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh-k. Bro an Hirwarzh
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 211 ann. (2009)
Stankter 293 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 23′ 50″ Norzh
4° 57′ 20″ Kornôg
/ 48.397222, -4.955556
Uhelderioù krenn : m
bihanañ 0 m — brasañ 26 m
Gorread 0,72 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Molenez
Map commune FR insee code 29084.png

Molenez zo un enezenn e Breizh, bihanik gant ur gorread a 1 km2 er c'hreisteiz da Eusa, e-kreiz un enezeg 20 enez bennak enni, enezeg Molenez.

Ouzhpenn-se eo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

An enez Molenez (a zeu eus moal hag enez, moal-enez) a zo un enezenn breizhat er mor irwazh an aod kornog ar penn-ar-bed, gant un nebeut a enesennig e-kichen. Evit mont da Molenez betek porzh ar Konk-Leon, ez eus 40mn a merdeadur.

Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]

Ar skoed-se a zo bet livet war ur stalaf eus goudor ar c'hanod saveeterezh e Molenez gant Laurent Mordelet. Ouzh ar skoed ez eus, un eor, ar pezh a dalv ar porzh. An teir pempdelienn a ziskouez ar vleunienn eus Molenez hag an Dreinded. Be'z ez eus ivez div "molenenn" (bleunioù). Ar bleunioù medisinel-se a c'hell mont betek 2 vetrad a uhelder. A-us d'an div volenenn edisinel ez eus ur gurunenn gant un tour-tan ha peder c'haravell evit diskouez ez eus un enezenn eus Molenez ha n'eo ket ur gêr. Dindan tout ez eus skrivet servare, ar pezh a dalv "servij".

Iliz Sant-Ronan:Gwechall, tro-dro 1770, 'bez e oa un iliz, met re vihan e oa evit ar boblañs, neuze savet eo bet en-dro e 1776. Padout a raio nemet 100 bloaz pe nebeutoc'h c'hoazh. An Iliz a vremañ a zo bet savet e 1881, dindan anv Sant-Ronan. Igoret eo bet an 18 a viz gouere 1881, d'ar mare-se, e oa 583 a annezer.

An dourellenn: Adalek 1800, marin an nasion a divizaz da sevel un tourellen war enez Molenez. Ar pezh a sell ouzh Molenez, ez eo un tachennad eus Louis Ballut a zo bet dibabet dre e lec'hiadur blein war an enezenn. E 1806, ar marin a stalias un lochenn hag ur meizh war ur parsell a 225m². Itron Ballut 'n 'eus ranket gortoz 22 vloazh araok bezañ dic'haouet d'an okupasion eus e tachennad evit kaout a-benn ar fin ar moredenn eus 172.80F. Ar gentañ tourellen-se hep tour, a chomas war-sav betek 1908, ar bloavezh ma ez eo bet savet an tourellen e anzavomp hiriv an deiz. En tourellen ez eus ivez ur c'hwitellerez evit diarbennañ ar boblañs deus un dañjer. Ret e oa neuze d'ar boblañs disifrañ an alarm hervez an niver a taol-c'hwitellerez e klevemp. E Molenez da skouer an dud a disifre an taolioù c'hwitellerezh e giz-se: 2 taol-c'hwitellerezh: Sortiadenn ar zodiak,3 taol-c'hwitellerezh: Sortiadenn ar c'hanod saveteerezh,4 taol-c'hwitellerezh: Sortiadenn ar zodiak hag ar c'hanod saveteerezh,5 taol-c'hwitellerezh: Tan-gwall.

Porzh Molenez

Douaroniezh [kemmañ]

An hed a zo tro-dro 15 km deus ar c'hostez kornog ar penn-ar-bed, Molenez a zo an enezenn pennañ eus enezeg Molenez. E vuzul a zo deus 1200m war 800, da laret eo 72 hektar. E blein a zo lec'hiet da 26m a-us live ar mor. Ar bourk hag ar porzh a zo lec'hiet er reter, diwallet gant al Ledenez, un enezenn bihan hag a zo kenstaget gant un aod vev e-pad ar mare izel. Er c'hornog, dirak Enez Eussa, 'bez ez eus ur maezad eus lannioù breizhad arouezennet. Evel hollad an enezeg Molenez, an enezenn a ziskouez un endro dispar ha bresk.

Enezeg Molenez

Istor [kemmañ]

Ar vuhez war Molenez hag e enezeg a zo nevez a-walc'h, produet eo bet gant an anadennoù hag a gwastañ an aod galianeg, kenglotañ gant degouezh ar bretoned gentañ. Er mare ar skornerezh, enezeg Molenez a oa ur gourenez bras-tre, tost da 300Km² hag a oa soudet d'ar c'hevandir gant ur lodenn izel deus Konk-Leon betek Sant-Mathieu. Pa eo erruet teuz ar skorneg, ur savadenn eus dour a treuzfurma ar gourenez-se e un daouzekvet a enesennig. Molenez a zo an enezenn ar muioc'h sañsupl eus an enezeg deus ar memes anv gant 9 enesennig ennañ (Bannek, Balanek, Molenez, Trielen, enezenn ar c'hristenion, Kemenez, Litiry, Morgol, Beniguet).

E 400 araok J-K ,ar C'hresianed a anvee dija Enez-Eussa, ha roet o doa an anv, Ouxisame dezhi. E 1375, Tanguy Moall, aotroù eus Moall Enez (Molenez) ha deus Trebabu a zimezas gant Marie Du Chastel. E blazon a douge tri eor merdeerezh. An armoù-se a zo neuze e-keñver ar re a zo en enezenn eus Molenez. War ar gartennoù eus ar XVIvet kantved, ar gerioù «Milin» pe «Melin» a talveze Molenez. E 1796, e veze laret ne vefe ket posubl evit Molenez da chom bev hep madoù ar roue, met ar roue a oare mat e oa ret kendalc'h da «bouetañ» an enezourion gant dalc'henoù bevañs. Evit e vefe an enezourion bepred aze evit asuriñ surentez ar merdeadur 'barzh ar zonennoù dañjerus.

Dispac'h Gall [kemmañ]

XIXvet kantved [kemmañ]

Istor peñse an Drummond Castle: D'ar Meurzh 16 a viz Even 1896, ar vag saoz, an Drummond Castle a stok ouzh karregenn ar maenoù gwer lec'hiet er c'hornog an enez Molenez, ur sekteur brudet evit bezañ dañjerus. Pevar munutenn a voe trawalc'h evit ma vefe goueled ar vag gant 141 pasajerour ha 103 dud eus an akipaj. Ne chomo nemet tri den bev, ur pesketour eus Molenez a sovetaat anezho. Ar c'hanod saveteerezh (anvet «amiral Roussin») a zeuas maez evit klask tud bev all met siwazh ne kavas den ebet bev. Ar rouanezh Victoria eus Bro-Saoz a profañ ur sitern gant dour evapl da tud Molenez, anvet ar saveteerour eus ar mor.

XXvet kantved [kemmañ]

.

Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]

Niver a annezidi

E 1760, ne oa nemet 160 a dud o vevañ war an enezenn, ar pesketañ hag al labour-douar bezhiner a lake ar familhoù da vevañ. Ar familhoù-se a oa niverus betek re niverus...( ar rekord a zo 20 bugale evit un den eus Molenez dimezet div wech). Neuze, Molenez a well d'ur feson mat, e boblañs o kreskiñ bloavezhioù goude bloavezhioù. Daoust da epidemiezhoù kolera, ar bosenn pe kleñvedoù dibare e ya gwech ha gwech-all war zigresk ar boblañs. An niver a annezer na baouezo ket da kreskiñ betek 1921, e-pad ar blovezh-mañ e oa 673 a annezer. Abaoe, an niver-se a zo o zigresk, ha Molenez a c'hont maleruzamant un tammig muioc'h eget 200 annezer hiriv an deiz<.(an diankadenoù, ar pesketañ, ar boblañs kozhoc'h kozhañ, ar mank zimezi hag a ganedigezhioù a zo an abegoù anat eus digresk ar boblañs).

Ar vuhez e Molenez [kemmañ]

Un toullad tud, hag al leti (a zo preti ivez) a vev hervez eur an heol. Ar re all a ra hervez an eur ofisiel.

Tredan ha dour [kemmañ]

Ur mekanik d'ober tredan zo en enez. Abaoe 1938 e vez graet tredan en enez. Da neuze ne veze tredan nemet un nebeud eurvezhioù bemdez.

Gant gazol e ya en-dro ar mekanik.

Dastumet e vez an dour glav en ur mell penton 1500 m³. Ouzh pep ti ez eus pep a benton glav a-hend-all.


An tachennoù [kemmañ]

Da vare Loeiz XIV, an dud eus Molenez na paee ket tailhoù peogwir henchañ a raent ar bigi betek Brest. An tachennoù a zo parkoù bihan, hag a zo bet roet d'an dud eus Molenez evit diorren o legumaj hag ed evit galloud vevañ, da laret evit bouetañ al loened, hag o familh. Kavet e veze an tachennoù-se er su an enezenn. Pep perc'henn 'n oa ur tachenn harzet gant ur maen-bonn.


Melestradurezh [kemmañ]

Tud [kemmañ]

Gevelliñ [kemmañ]

Liammoù diavaez [kemmañ]

Notennoù ha daveoù [kemmañ]

  1. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
  2. Pertes USAAF Finistère
  3. Société Archéologie Maritime du Morbihan
Banniel breizh bihan.png Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.