Jentilez
Ar Jentilez a zo un enezeg eus norzh Breizh (hed 3°29'W, led 48°53'N), stag ent-melestradurel ouzh kumun Perroz-Gireg. Anvet eo Les Sept Îles e galleg, met n'eus ket seizh enezenn diouti.
A-wechoù e vez graet ivez gant an Enezïoù evit o envel.
Taolenn |
[kemmañ] An enezeg
Ouzh hec'h ober emañ (a gornaoueg da reter):
- Enez Plat, plat eo evel ma lavar hec'h anv (22 m en he lec'h uhelañ). Ne vez ket gwelet nemeur eus aod an douar bras. Gorread: 5.50 ha.
- Enez ar Breur pe Jentilez hepmuiken. Gorread: 5.24 ha. 45 m en he lec'h uhelañ. An enezenn nemeti ma c'haller diskenn a-hed ar bloaz. Un tour-tan a zo, hag ur c'hreñvlec’h (dilezet e 1889).
- Bonno, an enezenn vrasañ (gorread: 7.72 ha), uhel eo ivez (div uhelenn, unan 53 m hag unan all 48 m).
- Melbann, serzh eo, ha tapout a ra 39 m uhelder. Gorread: 1.20 ha.
- Riouzig anezhi an enez ma kaver ar muiañ a evned-mor o neizhiañ, 12 spesad evned-mor dishañval. Amañ emañ ivez lec'h uhelañ an enezeg (56 m). Gorread: 3.30 ha.
Pa vez izel ar vro e vez liammet enezennoù ar c’hornaoueg gant ur pladur mein goloet a vezhin.
Anvioù un toullad reier : ar Serr, ar Moudennoù, Enez ar Razhed...
[kemmañ] An douarouriezh
Maen greunit eo an enezeg a-bezh. Greunit ruz-roz brudet korn-bro Perroz-Gireg, a vez graet mein ruz anezhañ gant tud ar vro.
Gwazhennoù dolerit a gaver en Enez ar Breur, Melbann hag er Serr
[kemmañ] Al loened
[kemmañ] An evned
An enezeg 'zo anezhi ul lec'h gwarezet evit an natur ha dreist pep tra evit an evned. Ar mirva evned kentañ eo bet e Frañs, bet savet er bloaz 1912, hag e anv ofisiel eo mirva Albert Chappelier, ha meret eo gant ar gevredigezh Ligue de Protection des Oiseaux (LPO) (Kevre Gwareziñ an Evned).
Da gentañ penn e oa bet savet evit gwareziñ ar poc’haniged (Fratercula arctica) — anvet kornefiched er vro — a veze chaseet evit ar blijadur hepken gant touristed eus Pariz. Tost da 15 000 koublad a oa e fin an XIXvet kantved. Un nebeud kantadoù hepken e 1912. O niver a adsav buan da 7 000 koublad e 1950.
War-lerc’h lanv du an Torrey Canyon e tiskenn o niver da 400 koublad, ha ne ra o niver nemet digreskiñ abaoe an amzer-se, 330 koublad e 1979, 242 koublad e 1996, 160 e 2005, 145 e 2008, 150 e 2009, 173 e 2010 ha 175 e 2011.
War Melbann ha Riouzig dreist-holl eo e vezont o neizhiañ.
Kavet e vez evned ral all evel
- an erev beg hir (Uria aalge), 8 koublad hepken e 1996, 12 e 2005, 13 e 2008, 25 e 2009, 36 e 2010, 51 e 2011 (+41,6%).
- ar god bihan (Alca torda), 14 koublad e 1996, 23 e 2005, 20 e 2008, 21 e 2009, 32 e 2010, ha 31 bloaz war-lerc'h.
Anavezet eo dreist-holl an enezeg evit ar berniad morskouled (Sula bassana) a vez o neizhiañ eno. Ne ra o niver nemet mont war gresk a vloaz da vloaz abaoe m’o deus tapet ar pleg da zont betek eno da ouennañ abaoe 1939. E 2008 e oa 19 206 koublad, 21 393 e 2009, 21 880 bloaz war-lerc'h, ha 22 395 e 2011 (kresk +2,5%).
Spesadoù all:
- ar morvaout kuch (Phalacrocorax aristotelis) 329 koublad e 1996, 356 e 2005, 206 e 2008, 358 koublad e 2009, 373 e 2010, 368 bloaz war-lerc'h.
- ar morvaout bras, 30 koublad e 2008, ha hini ebet e 2009.
- ar gouelan gris (Larus argentatus) (3,700 koublad e 1996, 2,788 e 2003), 1 930 e 2008, 1 406 e 2009 (n'int ket bet kontet e 2010).
- ar gouelan kein du (Larus fuscus) 850 e 1996, 638 e 2003, 820 e 2008, ha digresk adarre e 2009 gant 643 c'houblad (n'int ket bet kontet e 2010).
- ar gouelan bras (Larus marinus) 87 koublad e 1996, 81 e 2005 hag e 2008, 82 e 2009, ha 57 e 2010;
- ar garamell (Fulmarus glacialis) 96 e 1996, 81 e 2005, 76 e 2008, 84 e 2009, 85 e 2010;
- an tort boutin (Puffinus puffinus) 110 e 1996, 148 e 2005, 159 e 2008, 188 e 2009, 157 e 2010;
- ar satanig bihan (Hydrobates pelagicus) 20 e 1996, 44 e 2005, 50 e 2008, 49 e 2009, 58 e 2010;
- ar c'haraveg pavioù du (Rissa tridactyla) 30 e 1996 ha hini ebet ken e 2005 na goude;
- ar skravig boutin (Sterna hirundo), 5 koublad e 2005, 9 e 2008, 16 e 2009, 40 e 2010;
- an eider-dum (Somateria mollissima), 1 c'houblad e 2008, evit ar wech kentañ abaoe 1999 ha gwall beñse an Erika; e 2009 hag e 2010 e oa eno c'hoazh;
- an tadorn roueel (Tadorna tadorna), 3 c'houblad e 2008 ha 2009, 1 hepken e 2010;
- ar vorbig (Hæmatopus ostralegus), 51 c'houblad e 2008, 49 e 2009, 65 e 2010.
Un evn aod a zo nevez-staliet evit neizhiañ e 2010:
- an herlegon bihan: 5 koublad.
Ret eo menegiñ ivez daou evn tremen ral :
- ar varc'hvran veur (Corvus corax), 1 c'houblad e 2007, 2008, 2009, ha 2010;
- ar falc'hun kantreat (Falco peregrinus), distro da neizhiañ e 2008 evit ar wech kentañ abaoe ar bloavezh 1950, hag eno c'hoazh e 2009 ha 2010.
Evel alies war aodoù Breizh e weler ivez ar sidan-aod (Anthus spinoletta petrosus). A-hend-all e c'haller gwelet evned douar o ouennañ, evel ar Golvan tiez (Passer domesticus), ar beufig ruz (Pyrrhula pyrrhula), al lineg ruz (Acanthis cannabina), ar bistrak-aod (Œnanthe œnanthe), hag ivez ar goukoug (Cuculus canorus).
[kemmañ] Loened all
Ul lec'h gouennañ eo ivez evit ar reunig gris (Halichœrus grypus), al lec’h nemetañ e Breizh gant enezeg Molenez, etre 15 ha 30 loen (15 vihan bennak ganet e 2009, 19 bloaz war-lerc'h, ha 13 e 2011).
[kemmañ] An tour-tan
Un tour-tan bihan a zo bet savet war Enez ar Breur er bloaz 1834 hag an tan kentañ enaouet d’ar c'hentañ a viz Mae 1835. Uhelaet eo bet e 1854 abalamour ma oa kuzhet an tan eus un tu gant Bonno. Lakaet e oa bet an tour-tan da darzhañ gant ar soudarded alaman pa oant o kuitaat ar vro, d’ar 4 a viz Eost 1944.
E miz Gouhere 1952 ez a en-dro an tour-tan nevez, an hini a weler eno c'hoazh. Tredanekaet e 1957 (diwar nerzh an avel). Uhelder e c'houloù: 20 m. Tan gwenn, tri sked 15 eilenn. Hed-gouloù: 24 mil-mor.
[kemmañ] Ar Jentilez hag awen an arzourien
- An erc'h war an enezeg, ur varzhoneg gant Maodez Glanndour.
- Ar Jentilez, gant ar strollad Tregeriz, ur bladenn 33T awenet penn-da-benn gant an enezeg (1972).
[kemmañ] A bep seurt
- Ar Jentilez, anv ur vag a c'hiz kozh eus Perroz-Gireg.
[kemmañ] Levrlennadur brezhonek
- Ar Jentilez, gwarezlec'h an evned, gant Jakez Konan, e-barzh Gwalarn, niverenn 138-139 (1941).
|
|||||
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |