Gouelan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gouelini
Seagull lakes entrance.jpg
Ur gouelan gris
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Charadriiformes
Kerentiad : Laridae
Anv skiantel
Laridae
Vigors, 1825
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png


Gouelaned, pe gouelini, a reer eus un toullad evned eus ar c’herentiad Laridae, dreist-holl re ar genad Larus. Kar int da laboused-mor all evel ar skraved (Sternidae), ar goded pe an ereved (Alcidae).

Laboused krenn int, gwenn pe louet alies. Pigosoù kreñv o deus ha pavioù palvezek. N’eus diforc’h liv ebet etre ar pared hag ar parezed. Ar re yaouank avat a vez disheñvel a-walc’h diouzh o zud : e-pad o bloavezh pe o daou vloavezh kentañ, e vezont teñvaloc’h : gouelaned rous a reer anezho

En arvor e vev ar gouelaned dre vras, ral eo ez afent en donvor. Spesadoù anezho a c’heller kavout en douaroù. Barrek int da neuial met ne splujont ket kalz. Sevel a reont o neizh war an douar, a-vandennadoù peurliesañ. En em vagañ a reont diwar besked ha krestenneged bihan. Spesadoù zo, a vev tost d’an dud, a ra o mad eus hon dilerc’hioù boued, a gavont tu pe du, el lastez alies.

Ur gouelan war nij

Ar spesad stankañ en hor bro eo ar gouelan gris. Spesadoù all evel ar gouelan louet, ar gouelan kein du pe ar gouelanig maskl du a weler kalz ivez e Breizh. An anv gouelanig a roer d’ar spesadoù bihanañ anezho hep na vez atav splann ar c’hemm rak lod eus ar speadoù gouelaniged a zo brasoc’h eget lod eus ar gouelaned. An dud n’int ket boas ha n’anavezont ket al laboused a ra gouelaned eus an holl anezho.


Taolenn

[kemmañ] Un nebeud spesadoù gouelini


[kemmañ] Rummatadur

Diouzh an evnoniourien e vez renket ar gouelan en urzhiad Charadriiformes pe Ciconiiformes.

[kemmañ] Levrlennadur

[kemmañ] Liammoù diavaez

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger gouelan er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all