Enez Louet
Eus Wikipedia
An Enez Louet[1] zo un enezennig e Bae Montroulez. Un tour-tan zo, hag a ya en-dro hep skoazell den. Ti ar gward, goullo bremañ, a vez feurmet gant ti-kêr Karanteg d'an douristed.
-
An Enez Louet ha Kastell an Tarv
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Hervez Toponymie Nautique niv. 1426, gant Alan ar Berr (1971) e vez graet "Enez Louet" pe "Ilioig"" eus an enezennig-se. Hervez Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon (Bae Montroulez), gant M. Madeg ha P. Pondaven (Emgleo Breiz, 2004), e kaver meur a stumm e brezhoneg komzet ar vro : [ãniˈloˑik], [ãniˈʎoˑik], [ãniˈluˑɛt], [ãniˈʎoˑɛk], [eˑnezˈluˑik], [eˑnezˈloˑik] (p. 90).