Erzh
An Erzh (Erdre e galleg) a zo ur stêr e kreisteiz Breizh, hag a gember gant al Liger e Naoned. Dont a ra e anv eus ar c'heltieg kozh ha talvezout a rafe "stêr vihan" Daveoù a vank. Ar stumm koshañ anavezet eus ar ger (Erda) a zo eus ar bloaz 1072[1].
E Bro-C'hall emañ eienenn an Erzh, e kumun La Pouëze, un ugent kilometr bennak er gwalarn da Angers.
Kalzik a vanerioù, parkoù ha kestell brav a gaver war he ribloù. Pourmenadennoù hollgaer a c'hall bezañ graet a-hed he ribloù terket gant ar c'humunioù. Sportoù dour a c'haller ober evel ar plankenn-dre-lien war unan eus he div lenn (plaenenn ar Poupinière a 2 km² ha plaenenn Mazerolles a 3 km²), ar roeñvat pe c'hoazh ar pourmen war vag a c'hall mont betek Redon dre ganol eus Naoned da Vrest.
Peurgarget e oa he 500 metr diwezhañ e penn-kentañ an 20vet kantved, e-pad labourioù peurgargañ ur vrec'h eus al Liger. Deuet eo da vezañ unan eus ahelioù pennañ Naoned: porzh an 50 gouestlad.
[kemmañ] Treuzoù an Erzh
Kumunioù gall treuzet :
Kumunioù breizhat treuzet:
- Freigné (war Marzhoù Breizh)
- Sant-Marzh-an-Olivenn
- Rialeg
- Treant-an-Erzh
- Yaoued
- Enorzh
- Kazon
- Sulieg
- Kerc'hfaou
- Chapel-Erzh
- Naoned
[kemmañ] Daveoù ha notennoù
- ↑ Ernest Nègre : étymologie de 35 000 noms de lieux, Genève : Librairie Droz, 1990. Collection Publications romanes et françaises, volume CVCIII. Volume I : Formations préceltiques, celtiques, romanes, notice 1046, p 38