Morskoul boutin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Morskoul boutin
Morus bassanus (taxobox).jpg
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Ciconiiformes (Sibley)
Kerentiad : Sulidae
Genad : Morus
Anv skiantel
Morus bassanus
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Un evn-mor bras eo ar morskoul boutin (Morus bassanus, gwechall Sula bassana).

Doareoù pennañ[kemmañ]

Ul labous brav eo, gwenn-splann e bluñv, ha melen e benn hag e c’houzoug, da vare ar gouennañ. Glas-sklaer eo e zaoulagad, gant liv du tro-dro. Du eo e bavioù ha begoù e zivaskell. Etre 165 ha 180 cm eo e hed-eskell, hag etre 87 ha 100 cm hed e gorf pa vez echu e gresk gantañ. N’eus ket a gemm etre ar pared hag ar parezed. Teñval e vez ar re yaouank, er bloavezh kentañ ha sklaeraat a reont tamm ha tamm da c’houde. A-benn pemp bloaz e vezont gwenn-holl.

Annez[kemmañ]

Takadoù annezet ganto

Neizhiañ a reont e lodenn hanternoz ar Meurvor Atlantel hag e Mor an Hanternoz. Annezañ a reont e reter Kanada, en aber ar Stêr Sant-Laorañs hag en Douar-Nevez hag en Europa : e Breizh-Veur, en Iwerzhon, e Breizh, e Norvegia, en Inizi Faero hag en Island. N’eus nemet ul lec’h e Breizh ma vezont o neizhiañ, ar Jentilez. Goude mare an neizhiañ ez eont da c’hoañviñ war aodoù morioù tommoc’h, evel Pleg-mor Mec'hiko pe ar Mor Kreizdouar.

Neizhiañ a reont, stok-ha-stok, war ar c'herreg bras hag an inizi. Chom a ra ar par gant an hevelep parez e-pad meur a vloaz. Heverk eo o doareoù e-pad ar paradur: stouiñ an eil dirak egile, frotañ o figos, astenn-diastenn o fenn hag o divaskell. Sevel a reont o neizh gant bezhin, man, kinvi ha geotennoù. Ennañ e vez dozvet ur vi hepken, a vez goret gant ar par hag ar barez a-bep-eil, e-pad 6 sizhun.

Boued[kemmañ]

En em vagañ a reont diwar besked. Pesked bihan a vez paket ganto : brizhilli, harinked, talareged pe stioganed. Pa vezont o pesketa e nijont uhel en oabl ha splujañ trumm, eeun-tenn, e-kreiz ar bankadoù pesked. Barrek e vezont da nijal, gant o divaskell kreñv, ha da neuial dindan an dour, gant o favioù palvezek. Amparfal e vezont war an douar, avat.

Traoù all[kemmañ]

War-gresk ez a an niver a vorskouled e Breizh adarre. Miliadoù anezho a vez o neizhiañ war enez Riouzig (Jentilez) bremañ, peogwir eo gwarezet o gouenn dre m'eo berzet mont war an enezenn, met en amzer dremenet e oa kalz nebeutoc’h anezho ha darbet e oa bet dezho mont diwar wel e Breizh.

Anvioù all[kemmañ]

Morskoul eo anv boas an evn e brezhoneg, da lavaret eo skoul-mor ; kavet e vez ivez a-wechoù Margav ha Margod.

Levrlennadur[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.




Sell ivez[kemmañ]

Skeudennoù[kemmañ]