Perroz-Gireg
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Perroz-Gireg | |
| Departamant | Aodoù-an-Arvor |
| Bro hengounel | Bro Dreger |
| Arondisamant | Arondisamant Lannuon |
| Etrekumuniezh | hini ebet |
| Bro 'Voynet' | Bro Treger ha Goueloù |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Perroz-Gireg |
| Kod INSEE | 22168 |
| Kod post | 22700 |
| Maer Amzer gefridi |
Yvon Bonnot 2008-2014 |
| Gorread | 1 416 ha = 14 16 km² |
| Hed ha led | -3.26°, 48.49° |
| Uhelder | keitat : 60 m bihanañ : 0 m brasañ : 96 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 7 369 (2006) |
| Stankter | 519 |
Perroz-Gireg a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Distaget e vez: [pɛ'roːz ('giːrɛk)].
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XXvet kantved [kemmañ]
- Nijerezed eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) kollet er gumun:
- e 1942: d'an 18 a viz Ebrel e kouezhas un nijerez anavezout-luc'hskeudenniñ (Spitfire PRIV marilhet AB119) en enezeg Treoger. Mervel a reas an nijour ha beziet e voe e bered ar gumun. D'an 18 a viz Du, un nijerez (Spitfire marilhet AR606 ha kodet RY-?) er memes lec'h; ne voe ket kavet korf he sturier. D'an 22 a viz Gwengolo, un nijerez (Spitfire Vb marilhet AR495 ha kodet NN-J). Ne voe ket kavet korf an nijour.
- e 1943: d'an 28 a viz Ebrel e kouezhas un nijerez (Spitfire Vc marilhet EE635 ha kodet NN-C) e donvor ar Jentilez. Mervel a reas he sturier nijour, ne voe ket kavet e gorf. D'an 3 a viz Mae e kouezhas div nijerez Spitfire Vc (unan marilhet EN960 ha kodet NN-X, ne voe ket kavet korf he nijour, unan marilhet EE768 ha kodet NN-Y, gloazet e voe he sturier) er Jentilez. Div nijerez a yeas d'ar strad er Jentilez d'ar 7 a viz Mezheven, ur Spitfire IIc, marilhet P8674 ha kodet AQ-J (an nijour, gloazet, a voe serret d'an Alamaned) hag ur Spitfire Vc, marilhet EE769 ha kodet VZ- ? (he nijour a voe saveteet gant an Aer Rescue Service) ha, d'ar 27 a viz Gouere, er Jentilez adarre, ur Mustang I, marilhet AL981 ha kodet TC-? (ne voe ket kavet korf he nijour)[1].
- D'an 2 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Ju-88A-5 kodet M7+DL eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e donvor Perroz-Gireg; he fevar nijour a varvas, ur c'horf hepken a voe adkavet, douaret e voe e Plouzeniel[2].
- Emgannoù etre tud ar Rezistañs hag al lu alaman e penn-kentañ miz Eost 1944.
Darvoudoù-sport a bep seurt [kemmañ]
- 3 a viz Gouere 1995 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Perroz-Gireg ha Gwitreg ; trec'h eo Mario Cippolini (Italia).
Tud brudet [kemmañ]
Tud bet ganet eno [kemmañ]
- Jakez Konan, skrivagner brezhonek ha brezhoneger 6 a viz Kerzu 1910.
Tud bet marvet eno [kemmañ]
- Jakez Konan, skrivagner brezhonek ha brezhoneger, d'an 11 a viz Eost 2003.
- Guy Ignolin, marc'houarnour breizhat, d'ar 15 a viz Kerzu 2011.
Tud hag o deus bevet eno [kemmañ]
- James Bouillé, tisavour hag arzour.
- Maurice Denis, livour.
- Alan an Diuzet, skrivagner breizhat, a oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg eus 1937 da 1945.
- Thierry Le Luron, fentigellour, beziet eno.
- Henryk Sienkiewicz, skrivagner polonat bet tapet gantañ priz Nobel al Lennegezh evit e romant Quo Vadis?, bet skrivet e kastell Kostaerez e Ploumanac'h.
Brezhoneg [kemmañ]
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet 35 skoliad er c'hlasoù divyezhek (6% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[1]
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun [kemmañ]
| Bro | Niver a dud |
|---|---|
| 1 (Aerlu) | |
| 1 (Aerlu) | |
| Hollad | 2 |
Karrnijourion e oant. Marvet int e-pad an Eil brezel-bed [3].
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs [kemmañ]
