Pontekroaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pontekroaz
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Kêr ar Pont
Kêr ar Pont
Ardamezioù
Bro istorel Kerne - Kab
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pontekroaz (Pennlec'h)
Kod kumun 29218
Kod post 29790
Maer
Amzer gefridi
Benoît Lauriou
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro ar C'hab
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 682 ann. (2011)[1]
Stankter 208 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 02′ 35″ Norzh
4° 29′ 17″ Kornôg
/ 48.043, -4.488
Uhelderioù kreiz-kêr : 35 m
bihanañ 2 m — brasañ 73 m
Gorread 8,09 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Pontekroaz
Map commune FR insee code 29218.png

Pontekroaz a zo ur gumun eus Bro-C'hall, lec'hiet e departamant Penn-ar-Bed hag e Breizh. Ar Bonterien e vez graet eus an annezidi. Anv ofisiel brezhonek : Pontekroaz, anv brezhonek lec'hel : ar Pont.

Istor[kemmañ]

Henamzer[kemmañ]

Krennamzer[kemmañ]

N'eus roud ebet eus difennoù a zo bet savet e deroù ar Grennamzer, met graet e veze Tour ar C'hastell eus un nebeud straedoù e kreiz-kêr. Ul lec'h strategel eo bet Pontekroaz en amzerioù kozh p'edo etre ar Vro-Vigoudenn ha Bro ar C'hab-Sizun a-raok ma oa bet savet ur pont en 1933 e Gwaien.
Sez ur senesaliezh ha lec'h foarioù bras, kozh ha brudet-tre eo bet Pontekroaz ken e oa staliet sez ar galloud hag meur a embregerezh-kenwerzh.
Er XVvet kantved ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag e vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ : un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar XVIvet kantved.

XVIIvet kantved[kemmañ]

  • Er XVIIvet kantved eo bet staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu ar gêrig Gwaien, e genou ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh.

Dispac'h Gall[kemmañ]

Dispac'h Gall[kemmañ]

XIXvet kantved[kemmañ]

E dibenn an XIXvet kantved eo bet savet ur c'hae nevez pa gresk ar gounezerezh gant muioc'h-muiañ a broduioù da ezporzhiañ.
Evel meur a annezer gêrioù Breizh e oe ar Bonterien a-du gant an Dispac'h gall hag e-pad an IIIde Republik e trec'h ar Strollad Radikal-Sokialour er maerdi.
E savadurioù ar c'hloerdi ez eo bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan anv sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet e skol katolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod ag an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980.

Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo ar gêr hag e teu muioc'h-muiañ a dud-justis (notered, ucherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e vez ivez letioù pa gresk an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved eo bet savet gant ar C'huzul-Meur ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946).

XXvet kantved[kemmañ]

  • En XXvet kantved e tisgresk saviad armerzhel ar gêr hag e boblañs ivez (goude 1950). Koll a ra e roll kenwerzhel uhel pa vez aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan hag p'eo savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien.
  • Eil brezel-bed: d'ar 21 a viz Ebrel 1944 e teu an Alamaned da glask war-lerc'h "spontourion", d.l.e. tud ar Rezistañs [4] .

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

  • Iliz Itron Varia Roskudon, 12vet-15vet kantved, roman ha gotek;
  • Chapel Sant-Visant, gotek nevez, XXvet kantved;
  • Ti ar Markiz, XVvet kantved ha meur a di kozh e kreiz-kêr;
  • Straedoù pavezet;
  • Feunteun Itron Varia Roskudon.

Douaroniezh[kemmañ]

Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr war un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek d'ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor.
E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg).
A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh.
Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus e vammenn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonikel er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ]

Tud[kemmañ]

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  3. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 48 ha 49
  4. Deizlevr an Oberleutnant Werner Simon