Ploneiz
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Ploneiz | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Bro hengounel | Kerne - Glazig |
| Arondisamant | Arondisamant Kemper |
| Etrekumuniezh | Kemper Kumuniezh |
| Bro 'Voynet' | Bro Gerne |
| Pastell-vro votiñ | Kornog Kerne (7vet) |
| Kanton | kanton Plogastell-Sant-Jermen |
| Kod INSEE | 29173 |
| Kod post | 29710 |
| Maer Amzer gefridi |
Pierre Le Berre 2001-2014 |
| Gorread | 2 199 ha = 21 99 km² |
| Hed ha led | 48.01°N, 4.12°O |
| Uhelder | keitat : 137 m bihanañ : m brasañ : m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 1 687 (2006) |
| Stankter | war-dro 77 |
Ploneiz a zo ur gumun eus Breizh e departamant Penn-ar-Bed.
Taolenn |
Gerdarzh[kemmañ]
Ploneiz a teu eus ar brezhoneg « ploe » (parrez) hag eus sant-Neis.
Istor[kemmañ]
Ploneiz a zo ur barrez a gentañ renk, e lec’h m’eo bet staget da vare an Disparc’h Gall ha betek 1892, hollad tachenn Gourlizon. Ploneiz a seblante bezañ, gwechall, ul lodenn eus Gwengad, Penhars ha Sant-Mathieu eus Kemper. Ploneiz (Ploeneth) a zo bet meneget evit ar wech kentañ, e 1160, en un teul o niverañ madoù an ospitalerion eus roll Sant-Yann eus Jeruzalem. Parrez Ploneiz a oa endalc’h eus eskopti Kerne. Kavet eo bet an anvioù : Ploeneth (e 1160), Ploeneiz (tro 1330).
Dispac'h Gall[kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Gueguant, person, ha Pernez, kure [1].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]
- An iliz Sant-Gilles (1540).
- Ar chapel "Notre-Dame-de-la-Boissière" (XVIIvet Kantved). Nevesaet e 1813, batimant gant furm ur groaz latin, Damez Kermeno a roas e lec'hiadur d'ar 5 a viz meurzh 1695.
- Ar chapel Santez Anna (XIXvet Kantved). Savet e fin an XIX vet Kantved hervez steuñv ar chanoine Abgrall hag evit erlec'hiañ ar chapel Prataras distrujet e 1793.
- Ar chapelioù kozh hag a vank pe a zo bet distrujet hiziv an deiz evel ar chapel Sant-Guenal, ar chapel Lanhoulou, ar chapel Kerveat pe ar Sant-Maurice
- Kroaz liorzh an iliz Sant Gilles (1882).
- Kalvar Kernevez (XVIvet Kantvet).
- Kroazioù pe restajoù kroazioù : Kroaz-Thomas, Kroaz Bered Ploneiz (1912), …
- Feunteun Sant-Gilles (XVIvet Kantved).
- Feunteun Santez-Anna (1671).
- Maner Kervern (XVIIvet Kantved), perc’henn gant ar familhoù Guillemot, Kersauzon (1444-1550), Leandevez (1550-1626), Disquay ha Brieux.
- Maner Kergaben (XVIIIvet Kantved), adsavet en XIXvet Kantved. Servijet en deus eus presbital, dindan ar ren gozh.
- Maner ar Marhallac’h (XIXvet Kantved), Savet gant familh Carné, war dachenn gozh un ti aotrouniek eus an XV-XVIvet Kantved.
- 8 milin hini Quélennec, Pontyou, Keryven, Kervastal, Marallac’h, Perros, …
Gevelliñ[kemmañ]
Gevellet eo Ploneiz gant Jovençan (Italia) abaoe 2002. Savet e vez devezhioù krampouez pe c'hoaz bep bloaz ul loto a-benn kaout arc'hant evit kas ar vugale skoliated d'ober ur veaj-skol du-se.
Dont a ra bep bloaz evit ar mondial-pupille ur skipailh eus jovençan da c'hoari.
Kevredigezhioù[kemmañ]
Radio Kerne[kemmañ]
Radio Kerne ur zo radio kevredigezhel brezhonek. E Ploneiz emañ, tre e-kichenn Kemper. Skignet he deus evit ar wech kentañ e 1998 ha bremañ gant e dri frekañs ez a da skignañ war ul lodenn vad eus departamant Penn ar Bed. 5 den a zo implijet gant ar gevredigezh. Krouet eo bet Radio Kerne da heul kinnigoù Kuzul Sevenadurel Breizh a-fed ar radio. E bal, en tu all da skignañ war Kerne a oa, hag a chom atav, reiñ da glevet dar re a faot dezho abadennoù brezhoneg pa garont e Kerne & e lec'h all. Ar pal-se a zo stag eus ar soñj kenlabourat gant ar radioioù brezhoneg all. Kinnig a reomp 60 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun, evit ar re vras hag ar re vihan. Ur program liesseurt, gant keleier, reportajoù, kronikoù, abadennoù farsus, h.a. Ul lodenn vras eus an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenproduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvrorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened). Brudet eo e brogram sonerezh a lak war wel arzourien ar vro hag a chom digor war ar bed a-bezh war an dro.
ULAMIR e Bro Glazik[kemmañ]
Unvaniezh lec’hel an animasionoù war ar maez e bro glazik a zo bet krouet an 20 a viz kerzu 1982. Agreamant eo d’ur greizenn sokial gant ar C’haf, Skoazellet eo gant kalzig a kevelerien : kumuniezh Kemper, kuzul jeneral, kuzul rannvroel, yaouankiz ha sportoù, Stad, … Abaoe 1996 eman ar c’hevredigezh a chom ba Ploneiz. Rennet eo gant un c’huzul melestradurel savet gant 35 ezel, etrezo 9 den eus ar vurev. Implijet e vez 34 den. Labouraat a ra war 5 kumun : Ploneiz, Gwengad, Pluguen, Plogoneg ha Ploveilh. Lec’hiet tro-dro da Gemper. Ezel emañ ouzh an Ubapar hag ouzh an FNFR
He palioù pennañ:
Sikour ar c’hevredigezhioù lec ‘hel en o labour animatour . Studiañ an ezhommoù en tachenn sokial-kelenn ha kelaouiñ ar servijoù publik savideigezhioù karet. Aozañ hag animañ an oberennoù sokial-kelenn 725 den ha 80 kevredigezh a zo ezel outi. Muioc’h eget 3450 den o deus heuliet unan pe meur eus an oberennoù-se.
Emdroadur ar boblañs 1962-2006[kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh[kemmañ]
Tud[kemmañ]
Liammoù diavaez[kemmañ]
Notennoù ha daveoù[kemmañ]
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49