Joseph Bigot

Eus Wikipedia

Ur savour eo bet Joseph Bigot, ganet e Kemper e 1807 ha marvet eno e 1894. Anvet eo bet savour departamant a-berzh ar Stad e 1835 ha mirout a reas ar garg betek 1873. Rener savouriezh eskopti Kemper e voe eus 1837 betek 1892. Graet en deus war-dro 400 savadur, 29 iliz hag 81 skol en o zouez.

A-raok 1856 e talc'has d'ur stil nevezklasel, met tamm-ha-tamm e klaskas e awen e savouriezh ar Grennamzer hag e perzhioù breizhek evel an tourioù dantelezet ha priziañ a rae kalz ilizoù Leon ha Kerne savet er XVvet ha XVIvet kantved. Berzh a reas gant ar stil nevezc'hotek evit meur a iliz nevez ha soutenet e oa bet gant an eskob Joseph-Marie Graveran. Goude 1870 eo bet e labour tost da hini Eugène Viollet-le-Duc ha divreizhek-tre. Dipitet e oa bet pa n'en doa tapet tamm brud ebet e Pariz hag eñ kaset da benn e oberenn bennañ, an daou dour mistr hag uhel-uhel (77 m) savet evit peurechuiñ iliz-veur Kemper.
Da guzulier-kêr Kemper e oa bet dilennet e 1870 hag eñ ur republikan katolik ha kerreizh. E vab, Gustave, a gemeras e bost savour an departamant a-berzh ar Stad.

Savadurioù savet dindan renerezh Joseph Bigot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rannou, Nolwenn. Joseph Bigot (1807-1894), architecte et restaurateur. Roazhon : PUR, 2006 (tennet diouzh un dezenn)