Plougonvelen
Eus Wikipedia
| Plougonvelen | ||
|---|---|---|
Beg Lokmazhe, gant e abati hag e dour-tan |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro Leon | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Brest | |
| Kanton | Lokournan | |
| Kod kumun | 29190 | |
| Kod post | 29217 | |
| Maer Amzer gefridi |
Israël Bacor 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-k. Bro an Hirwarzh | |
| Bro velestradurel | Bro Brest | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 3 693 ann. (2009) | |
| Stankter | 198 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : m bihanañ 0 m — brasañ 85 m |
|
| Gorread | 18,69 km² | |
|
|
||
|
|
||
Plougonvelen zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Taolenn |
Brezhoneg [kemmañ]
Ya d'ar brezhoneg [kemmañ]
- D’ar 16 a viz Mezheven 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh [kemmañ]
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skol zivyezhek 10,9% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [1].
- E distro-skol 2010 e oa 64 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (14,6% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [2].
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant François Morvan, ur c'hure, nac'het e voe gant ur c'hure arall, Yves-Joseph Quéré e anv; pevar manac'h Kouent Sant-Vazhe (ar priol, an eil priol ha daou vanac'h arall) a reas al le [3].
XXvet kantved [kemmañ]
- d'ar 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) eus aerlu SUA(United States Army Air Forces) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den en e vourzh; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe adkavet an dekvet hini [4];
- d'ar 24 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Stirling III marilhet EF188 ha kodet OJ-M eus ar 149th Squadron eus ar Royal Air Force war un ti-feurm e Toull Brouenn e Plougonvelen; mervel a reas he seizh nijour, pevar anezhe a zo douaret e bered Kerfaotraz e Brest, an tri all e bered Saint-Charles de Percy War Cemetery (Bro-C'hall); daou anezhe a oa deut a-benn da guitaat ar c'harr-nij gant o harz-lamm, met beuzet e voent er mor; en ti-feurm e voe lazhet ur gwaz ha tri eus e grouadurioù hag un den yaouank, mevel an atant [5]
[6].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Luc'hskeudennoù [kemmañ]
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (fr) lec'hienn ar gumun
- (br) Plougonvelen war Geobreizh
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 40 ha 42
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Plaques commémoratives