Kastell ar Roc'h-Ugu

Eus Wikipedia
Kastell ar Roc'h-Ugu
Kastell ar Roc'h-Ugu.
Kastell ar Roc'h-Ugu.
Anv gallek Château de la Roche-Jagu
Savidigezh 1405-1418
Perc'henn kentañ Catherine de Troguindy
Implij orin Annez, kreñvlec'h difenn
Perc'henn
a-vremañ
Kuzul departamant Aodoù-an-Arvor
Implij a-vremañ Lec'h publik
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel rummet (1930)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 48° 44′ 00″ N, 3° 09′ 05″ K
Bro Breizh Breizh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Kumun Pleuzal
Lec'hienn ofisiel larochejagu.fr

Kastell ar Roc'h-Ugu zo ur c’hastell a oa bet savet er XVvet kantved. Emañ war douaroù kumun Pleuzal war lez an Trev, e Treger hag en Aodoù-an-Arvor.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c’hastell zo bremañ a oa bet savet e deroù ar XVvet kantved. Moarvat e oa bet ur c’hastell eno kalz a-raok. Kontañ a reer e oa bet savet ar c’hastell kentañ en XIvet kantved gant un aotrou anvet Jagu pe Yagu. Ha distrujet e vije bet e-pad Brezel hêrezh Breizh. Gant an dug Yann V e oa bet aotreet itron Catherine de Troguindy da adsevel ur c’hastell, a voe kroget e 1405 hag echuet e 1418. Emañ ar savadur e lein ur vri, war ribl kleiz an Trev hag alese e c’haller gwelet mat an draoñienn hag hec’h eveshaat.

Pevar live zo e diabarzh ar savadur ha div viñs. N’eus ket kalz prenestroù war ar voger zo troet ouzh ar stêr. N’eus nemet ar gegin zo chomet mui pe vui er stad ma oa gwechall gozh. E 1930 e oa bet lakaet ar c’hastell da vonumant istorel gant ar stad. E 1958 e oa bet prenet gant departamant Aodoù-an-Arvor ha labourioù bras zo bet graet ennañ abaoe evit e gempenn. Gallout a reer e weladenniñ kenkoulz hag al liorzh zo en-dro dezhañ, hag abadennoù sevenadurel a bep seurt a vez kinniget ennañ.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perc'hennet eo ar c'hastell gant departamant Aodoù-an-Arvor ha n'eus mann ebet e brezhoneg, na skritell ebet gant anv brezhonek ar c'hastell. Liesyezhek, Brezhoneg en o zouez e vez an diskouezadegoù abaoe 2013 koulskoude.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • René Couffon, Le château de la Roche-Jagu, Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1968

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.