Kastell an Erminig

Eus Wikipedia
Kastell an Erminig, e kêr Gwened.

Kastell an Erminig e oa anv, pe lesanv, kastell Gwened ma veze duged Breizh o chom er XVvet kantved a-raok mont da gastell Naoned da chom.

Ar c'hastell gwechall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv-mañ a voe roet d'ur c'hastell savet gant an dug Yann IV entre 1380 ha 1385 da greñvaat kêr Gwened ha da ober e annezlec'h. Savet e voe e reter ar gêr gloz, war douaroù prenet gant an dug e 1380. Ur wech savet ar c'hastell, e voe prenet douaroù all gantañ c'hoazh, er reter evit ober ul liorzh vras. Eno emañ liorzhioù ar Waremm hiziv.

E Kastell an Erminig e voe ganet Yann V, mab Yann IV. Eno ivez e voe lidet eured Frañsez II gant e wreg Marc'harid Breizh e 1455. Goude eured Anna Breizh gant ar roue gall Charlez VIII avat, ne voe ket implijet ar c'hastell kement. Eno e oa gouarnour Gwened o chom, hag eno ivez e voe degemeret ar roue Frañsez Iañ e 1518 hag e 1532, met tamm-ha-tamm goude-se e voe dilezet. Loeiz XIV a roas aotre da adimplijout lod eus ar mein da echuiñ kaeoù ar porzh.

Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1785 e voe savet, war ar rivinoù-se, ar savadur a weler hiziv, ha n'eo ket ur c'hreñvlec'h krennamzerel ken.

Eno emañ Skol-Uhel ar Vro hiziv.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.