Kastell Dinan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kastell Dinan n'eus anezhañ nemet un tour-meur, e kêr Dinan, e Breizh-Uhel.

Kastell Dinan
An tou-meur gwelet eus ar ramparzhioù

Stag eo an tour-meur-se ouzh ar mogerioù eus ar Grennamzer a ra an dro da greiz kêr, a-hed 2 600 metr.

Anvet eo Tour-meur an Dugez Anna ha sevel a ra betek 34 metr uhelder e-kichen un nor da vont e kêr anvet Dor Sant Loeiz. Gant an dug Yann IV e voe lakaet sevel an tour-meur e 1382-1383. Daou dour ront a ya d'ober an tour-meur, ha un douflez zo e-harz dezho. Salioù annez a oa e meur a estaj hag ur chapel brevez evit an dug pa zeue da Zinan. E-pad Brezel Hêrezh Breizh e oa Dinan unan eus lec'hioù kreñv Janed Pentevr, enebourez da Yann IV. Ur wech aet ar maout gant Yann IV e lakaas sevel an tour-meur da ziazezañ e c'halloud e Dinan.

Lakaet e oa bet Kastell Dinan war roll ar monumantoù istorel e 1886. Ur mirdi bihan zo e-barzh ar c'hastell bremañ ha gweladenniñ anezhañ a c'haller.

Liammoù diavaez[kemmañ]