Kastell Komborn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Komborn

Kastell Komborn zo ur c'hastell e kumun Komborn, en Il-ha-Gwilen, un 40 km bennak en hanternoz da Roazhon.

Istor[kemmañ]

Savet e voe ar c'hastell etre an XIvet hag ar XVvet kantved, war un dorgenn, nepell diouzh ul lenn. Savet e oa bet ar c'hastell kentañ e 1016, gant eskob Dol, evit difenn e zouaroù. Tremen a reas ar c'hastell hag e zouaroù etre daouarn meur a diegezh nobl goude-se. D'ar familh Gwesklin e voe da skouer. E 1761 e voe gwerzhet gant e berc'henn da neuze, Emmanuel-Félicité de Durfort, da René-Auguste de Chateaubriand, ur paramantour pinvidik eus Sant-Maloù, tad d'ar skrivagner François-René de Chateaubriand (1768–1848). En eñvorennoù hennezh e reer kalz anv eus ar c'hastell, al lec'h ma tremenas e vugaleaj er bloavezhioù 1770. Preizhet e voe ar c'hastell e-pad an Dispac'h Gall ha dibennet e voe e berc'henn, Jean-Baptiste de Châteaubriand, ur breur da François-René.

Er bloavezhioù 1870 e voe adkempennet ar c'hastell, gant alioù an tisavour Eugène Viollet-le-Duc. Emañ war roll ar monumantoù istorel abaoe 1966. Gweladenniñ anezhañ a c'haller.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.