Salzburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Disambig colour.svgTennañ a ra ar pennad-mañ da gêr Salzburg, Aostria. Evit stad kevredet Salzburg, sellit ouzh: Salzburg (stad).

Salzburg

Skoed-Ardamez Salzbourg
Skoed-Ardamez Salzburg

Riez Aostria
Rannvro / Stad kevredet Salzburg
Kod post 8020
Kod pellgomz (43) 662
Maer (Bürgermeister) Heinz Schaden (sokialour)
Gorread 65.678 km²
Hed 13° 02' R
Led 47° 48' N
Uhelder 424 m
Poblañs hep kontoù doubl 150 000 (2006)
210 000
(takad kêrel a-bezh)
Stankter 2 284/km²
Kartenn: Lec'hiañ Salzburg en Aostria
Austria sbg capital.svg

Kêr-benn stad kevredet Salzburg (stad), Aostria eo Salzburg 

Monumantoù heverk[kemmañ]

Kreiz-kêr Salzburg
  • Kastell-kreñv ar priñsoù-arc'heskibien, brasañ kastell e kreiz Europa (Festung Hohensalzburg)
  • Iliz-Veur Sant Rupert ha Sant Virgil (1628)
  • Penniliz Sant Pêr (Stiftkirche Sankt Peter)
  • Kastell Mirabell (Kastell Mirabell)
  • Kastell ar Roue Leopold (Schloss Leopoldskron)
  • Kastell Aigen
  • Palez Lodron (1631)
  • Pferdeschwemme
  • Getreidegasse
  • Eskopti kozh (Residenz)

Istor[kemmañ]

Korvoet eo bet mengleuzioù holen adalek Oad kentañ ar Maen hag e-pad Oad kentañ an Houarn pa oa ar Gelted mistri war ar vro. Nepell diouzh Salzburg eo ket kavet e kêriadenn Hallstat ur vered bras gant 2000 bez enni.
Colonia Hadriana eo anv kentañ ar gêr p'eo bet savet gant ar Romaned. Er Grennamzer uhel e tiazezas Sant Rupert un abati evit al leaned hag e nizez un all evit al leanezed hag e tiorroas ur gêr en dro dezho. Anvet eo bet diwar ar mengleuzioù holen a gaver tro-war-dro. Diouzh kenwerzh an holen e greskas ar galloud lec'hel ken e oe savet ar gêr da arc'heskopti er 11vet kantved.

Gevelliñ[kemmañ]

Gevellet eo Salzburg gant Reims, Bro-C'hall (abaoe 1964); Verona, Italia (abaoe 1973); Léon, Nicaragua (abaoe 1984); Singida, Tanzania (abaoe 1984); Busseto, Italia (abaoe 1988); Vilnius, Lituania (abaoe 1989); Dresden, Alamagn (abaoe 1991); Kawasaki, Japan (abaoe 1992); Meran, Italia (abaoe 2000); Shanghai, Sina (abaoe 2004) ha Bern, Suis (abaoe 2006).

Ganedigezhioù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]