Bamberg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ti-kêr kozh Bamberg (Altes Rathaus)

Bamberg zo ur gêr eus Bavaria, en Alamagn, e rannvro Oberfranken. Gant un tammig ouzhpenn 71 000 a dud o vevañ enni ez eo ur gêr a bouez evit ar c'henwerzh hag evit buhez sevenadurel hanternoz Bavaria (Franken).

Ur gêr gozh eo Bamberg ha sez un eskopti eo. Savet e voe war seizh torgenn, e-kichen kember ar stêrioù Regnitz ha Main. A-hed ar c'hantvedoù eo deuet da vezañ ur gêrig vrav, dindan ren he friñsed-eskibien. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe kalz nebeutoc'h a zistruj e Bamberg eget er c'hêrioù all eus Alamagn, rak ne oa ket diorroet nemeur ar greanterezh enni. Miret he deus eta an neuz a oa ganti gwechall, neuz ur gêr eus ar Grennamzer, ha brudet eo an iliz-veur Sant Pêr ha Sant Jord, savet etre an XIvet hag an XIIIvet kantved. Abalamaour da gement-se eo bet lakaet Bamberg war roll lec'hiennoù Glad ar bed gant an UNESCO, abaoe 1993.

Brudet eo Bamberg ivez abalamour d'ar bier a vez fardet enni.

Gevelliñ[kemmañ]

Gevellet eo Bamberg gant ar c'hêrioù-mañ :

Bro Kêr Abaoe
Flag of Austria.svg Aostria Feldkirchen in Kärnten 1959
Flag of Austria.svg Aostria Villach 1959
Flag of France.svg Frañs Rodés 1965
Flag of England.svg Bro-Saoz Bedford 1971
Flag of Hungary.svg Hungaria Esztergom 1990
Flag of the Czech Republic.svg Republik Tchek Praha (1añ arondisamant) 1991

Tud brudet[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.