Weimar
Weimar zo ur gêr e land Thüringen, en Alamagn. Emañ Weimar war lez ar stêr Ilm. Kavadennoù an henoniourien o deus diskouezet e oa tud annezet eno da vare Oadvezh ar maen. Er bloavezh 899 e kaver anv en ur skrid eus Wimares, un anv a zle dont eus ar gerioù germanek kozh vih (= santel, sakr) ha mar (= lenn, geun).
E-pad an XVIIIvet kantved e teuas Weimar da vezañ ur greizenn sevenadurel a bouez. Barzhed evel Johann Wolfgang von Goethe, Friedrich Schiller pe Johann Gottfried Herder a oa o vevañ e kêr, kenkoulz ha sonaozourien evel Johann Sebastian Bach, livourien hag arzourien all.
Er bloavezh 1919 e voe embannet Republik Weimar eno, a badas betek 1933. E 1937 e voe savet e-kichen Weimar kamp-bac'h Buchenwald gant an Nazied. Eno e varvas war-dro 56 000 den.
Hiziv ez eo Weimar ur greizenn sevenadurel ha touristel a-bouez adarre, gant ur skol-veur, ur c'hoariva, meur a virdi hag ul levraoueg.
Kêrioù gevellet [kemmañ]
Hämeenlinna (Finland), abaoe 1970
Trier (Alamagn), abaoe 1987
Siena (Italia), abaoe 1994
Blois (Bro-C'hall), abaoe 1995
