Volkswagen (embregerezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo Volkswagen AG

Volkswagen AG (AktienGesellschaft, alamaneg a dalvez kevredad dre gevrannoù) a zo ur stroll embregerezhioù sevel kirri krouet e 1937. E Wolfsburg (Saks-Izel, Alamagn) emañ sez ar stroll. 18% eus kevrannoù ar stroll a zo perc'henn gant Land Saks-Izel. Savet ez eus bet ul lezenn a vir ouzh ar gevranneien all a gaout kement a vouezhioù hag al Land, daoust ma c'hallont bezañ perc'henn war muioc'h a gevrannoù.

Ar stroll embregerezhioù[kemmañ]

Labouradegoù stroll embregerezhioù Volkswagen er bed
Labouradeg Volkswagen AG e Wolfsburg

Abaoe an 18 a viz Kerzu 2009 (hag an tostaat da Porsche SE) ez eus perc'hennet 17% eus kevrannoù Volkswagen AG gant ar C'hatar dre Qatar Holdings[1].

Perc'hennet eo ar merkoù da-heul gant ar stroll embregerezhioù :

Daoust ma n'emañ ket ar muiañ eus ar c'hevala en e zalc'h e talc'h ivez :

Volkswagen Golf : an trede karr gwerzhet ar muiañ er bed (krouet e 1974, ouzhpenn 26 milion a oa bet gwerzhet e 2008)

Sifroù[kemmañ]

Sifroù 2008[kemmañ]

  • 6,2 milion a girri savet
  • kengreadur : 113,808 miliard a euroioù
  • disoc'h goude bezañ paeet an tailhoù : 6,272 miliard a euroioù
  • 369 900 implijiad
  • 60 lec'hienn sevel kirri, e 19 bro disheñvel
  • Kirri gwerzhet e 153 bro
  • Lodenn eus ar marc'had bedel : 12,1 %
  • Lodenn eus marc'had Europa : 18,9 %

Sifroù 2010[kemmañ]

  • 7,2 million a girri savet
  • kengreadur : 126,9 miliard a euroioù
  • disoc'h goude bezañ paeet an tailhoù : 7,1 miliard a euroioù

Notennoù[kemmañ]

  1. Les Échos http://www.lesechos.fr/info/auto/reuters_00214949-le-qatar-detient-17--des-droits-de-vote-de-volkswagen.htm Les Echos, 18 a viz Kerzu 2009
  2. Les Echos http://www.lesechos.fr/info/auto/reuters_00215425-vw-ne-prevoit-pas-d-autres-achats-strategiques-dans-l-immediat.htm, 20 a viz Kerzu 2009
  3. Les Echos http://www.lesechos.fr/journal20091210/lec1_une/020261804156-avec-suzuki--volkswagen-fait-jeu-egal-avec-toyota.htm 10 a viz Kerzu 2009

Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.